Bosenn (kleñved)

Eus Wikipedia
bosenn
class of disease
Iskevrennad eusprimary bacterial infectious disease, yersiniosis, infectious disease, kleñved Kemmañ
Abeg pennañYersinia pestis Kemmañ
EfedBosenn Zu, Plague of Justinian, plague epidemic Kemmañ
Dibarder mezegelinfectious diseases Kemmañ
Medical examinationphysical examination, microbiological culture, immunofluorescence microscopy, Korrgresker, ELISEA Kemmañ
Louzoùstreptomycin Kemmañ
Argerzh treuzkas ar c'hleñvedoùairborne transmission, contact transmission, fecal–oral route, vector-borne transmission Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.cdc.gov.tw/Disease/SubIndex/nZ12n2-2csE8zkEt-5Qeyw Kemmañ
Has natural reservoirRazh du, Moregan Sibiria, den Kemmañ
Istorplague epidemic Kemmañ
ICD-9-CM020.9, 020 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC85015 Kemmañ
Ur mezeg e Roma, e-pad ur c'hleñved-red

Ar vosenn (diwar al latin pestis atra, ar marv spontus) zo ur c'hleñved degaset gant ar bakteri Yersinia pestis hag a sko ken loened ken tud. Kaset e vez dreist-holl gant ar razhed, Rattus rattus, a ro anezhañ d'an dud dre hanterouriezh c'hwen kontammet (c'hwen ar razhed Xenopsylla cheopsis). Ar bazhelloù a ro ar c'hleñved zo bet badezet Yersinia pestis rak dizoloet e oant bet da gentañ gant Alexandre Yersin (Institut Pasteur) e 1894.

Ar c'hrignerien gouez eo mirlec'h naturel ar c'hleñved. Al lagomorfed (lapin, gad) hag ar c'higdebrerien a c'hall ivez kontammiñ Mab-Den p'o deus stoket ouzh ul loen kontammet pe pa'z int bet dantet gant unan.

Paket e vez peurliesañ pa vezer kontammet gant flemmadennoù ar c'hwen bet o sunañ gwad ur razh pe ur c'hrigner a roe bod d'ar viruz. Diwan a ra ar vosenn e-touez ar c'hrignerien da gentañ ha mervel a reont stank. Ret e vez d'ar c'hwen o deus kollet o fourchaserien boued klask loened all evit sunañ o gwad. Kontammiñ a reont neuze an dud hag al loened doñv.

Abalamour d'ar reuz he deus graet, da vare ar grennamzer dreist-holl, ar vosenn he deus bet ul levezon vras war an armerzh, ar relijion hag an arzoù.

Unan eus ar stummoù dañjerusañ eo ar vosenn werblus.

Marvet ez eus kalz tud diwar ar vosenn werblus er grennamzer

Ar vosenn e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

en Eliant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Er XVvet kantved e varvas tost an holl annezidi diwar ar vosenn. Ouzhpenn 7000 a annezad a oa o chom en Eliant neuze. Dastumet e voe ur werz anvet "Bosenn Eliant" gant Kervarker, a daolenn an darvoud-mañ, e-barzh "Barzhaz Breizh".

en Henbont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1588: ar c'hleñved oc'h ober he reuz e kêr[1].
  • 1699: mervel a reas ur bern tud en Henbont hag er vro e gant ar vosenn. Gouestlet e voe gant Henbontiz lakaat d'ober un delwenn argant d'an Intron-Varia evit bout diwallet ouzh ar c'hleñved[2].

E Toloza[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vosenn a reas he reuz e Toloza meur a wezh:

  • e miz Ebrel 1348 e erruas ar c'hleñved e Toloza, etre 1348 ha 1330 e lazhas etre 15% ha 30% eus an annezidi[3],[4];
  • e 1506 e varvas 3 000 a dud[5];
  • e miz Here 1557;
  • adalek miz Eost 1628 betek 1633 (10 000 den marvet diwar an 30 000 annezad[5]) hag adalek miz Gouere 1652 betek 1653[6],[7];
  • e 2014 e raer furchadegoù edan ar skolaj kozh Montalembert, kavet ez eus bezioù hollek eno a c'hellfe bout bezioù lod ag an dud bet marvet er prantad 1348-1350[5].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. La vie des Carmes d'Hennebont en 1588
  2. infobretagne.com
  3. CHU-Toulouse
  4. herodote.net
  5. 5,0 5,1 ha5,2 ladepeche
  6. Couleur Lauragais
  7. CHU-Toulouse