Ifern

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Ifern en Hortus Deliciarum gant Herrade a Landsberg (war-dro 1180)

An Ifern, a zo kaoz anezhañ e meur a relijion, a zo ul lec'h a faltazi ma'c'h a an dud, p'o devez graet pec'hed pe torfed, da vezañ jahinet da viken , pe betek deiz o adenkorfadur.

Ouzhpenn-se e vez graet ifern eus ul lec'h , e levraouegoù zo ( hini ar Vatikan da skouer) ma vez miret ha dalc'het levrioù zo ha ne venner ket diskouez d'an dud ordinal abalamour d'ar relijion pe d'ar vuhezegezh vat.

E relijion Hellaz[kemmañ]

E relijion Hellaz vez komz komzet eus an Ifernioù evel bro an holl dud varv.

Komzet e vez eus an Hades ivez, abalamour m'eo Hades anv doue ar re varv, ha Pluton (Pluto e latin) eo e anv e Roma. Tri barner zo e toull an nor: Minos, Radamant, hag Eaque. Met n'eus nemet ul lec'h ennañ, ul lodenn anezhañ, ma vez kastizet ar re zrouk: an Tartar an hini eo.

E-men emañ[kemmañ]

Dindan an douar emañ an Ifernioù-se, pell mat diouzhimp, dindan Gres hag Italia, hag en em astenn a reont betek Rouantelezh an Noz. A-du e oa tud Hellaz ha re Roma war ar poent-mañ: d'an Ifernioù e kase kement toull don, kement mougev a oa.


An tri zolead meur[kemmañ]

Erebos (an tostañ d'ar gorre)[kemmañ]

Eno eo e rank an eneoù gortoz ur c'hant vloaz, pa ne vez ket bet lakaet ar c'horfoù en douar hervez al lidoù dereat. Eno eo emañ palez an Noz, Kerberos, an Erinied ha Tanatos (ar Marv).

Tartar[kemmañ]

Bac'h an doueed eo. Teir mogerenn arem zo en-dro dezhañ. Eno emañ palez Hades, mestr an Ifernioù, hag ivez ar Ramzed, Titaned, hag an holl zoueed a oa enebet ouzh Doueed an Olimp. Eno e vez kastizet ar bec'herien

Stêrioù an Ifernioù[kemmañ]

Ar Stiks[kemmañ]

Honnezh eo stêr brudetañ an Ifernioù. Un nimfenn e oa, un Okeanidezenn anezhi, da lavarout eo merc'h da Okean ha Tetis. Dimeziñ a reas da Ballas, mab Krios. Gantañ he doe meur a vugel: Zelos (ar Gred), Kratos (ar Galloud), Bia (an Nerzh) ha Nike (an Trec'h).

Ac'heron[kemmañ]

Al Lete[kemmañ]

An ifern er relijion yuzev[kemmañ]

Kaoz a zo e-leizh eus an Ifern el levr kabbal.

An ifern er relijion gristen[kemmañ]

Levezonet eo bet ar relijion gristen gant relijionoù pagan Hellaz ha Roma evit a sell ar vuhez war-lerc'h ar marv.

An Ifern en arz ar Grennamzer[kemmañ]

A, Ifern, taolenn dehoù an teirzaolenn Liorzh ar plijadurezhioù, gant Hieronymus Bosch

Skeudennoù eus an Ifern a weler en ilizoù, kaoz enne eus Deiz ar Varn,

An Ifern hervez feizidi Bouddha[kemmañ]

Yanluowang 閻羅王 (ar roue Yanluo) eo an doue sinaat e relijion Bouddha, diwaller ha barner en Ifern. Un doue a eil renk a gaver e Japan eo ivez, ha Yemma e anv.

Lavaredoù[kemmañ]

  • « Ifern kristen, tan. Ifern pagan, tan. Ifern Mahomet, tan. Ifern hindou, flammoù. Diouzh krediñ ar relijionoù, pa oa ganet Doue e oa roster kig. (Victor Hugo, Choses vues, 1887)
  • ...

Notennoù[kemmañ]


Gwelout ivez[kemmañ]