Ifernioù
An Ifernioù (anv lies, disheñvel diouzh an Ifern, anv unan) a oa unan eus an anvioù a veze graet eus al lec'h ma 'c'h ae an dud da chom war-lerc'h o marv hervez mojennoù Hellaz kozh. Dindan an douar emañ al lec'h-se, hag eno emañ an doue Hades o ren. Se zo kaoz e vez graet anv eus "rouantelezh Hades" a-wechoù, hag eus an Hades zoken, pa gomzer eus ar vro-hont.
Penaos emañ ar bed eno [kemmañ]
Meur a gornad zo eno war a hañval:
- ar Parkoù Elizean, a vez graet anezhe, diwezhatoc'h, Inizi ar Re Wenvidik, a oa annez an harozed hag an eneoù leun a vertuz war-lerc'h o marv;
- Pradoù ar Milad, ma vez skeudoù ar re varv o kas ur vuhez divlaz, dispis, dibal;
- an Tartaros, e-lec'h ma vez kastizet da viken an dud o deus graet gaou pe goap ouzh an doueed.
Etre an Ifernioù (pe an Hades) ha bro an dud vev ez eus ur stêr (pe meur a hini hervez an dud):
Pa vez bet douaret an dud evel a zo dleet e vezont lakaet da dreizhañ ar stêr gant C'haron war e skaf, goude paeañ ur gwennegig dister. Diwar-se eo e teu ar boaz da lakaat ur pezh e genou ar re varv.
Teir stêr all a dremen dre an Ifernioù:
- ar Flegeton
- ar C'hokit
- al Lete
E toull annor emañ ar c'hi Kerberos, a vir ouzh an dud varv da vont kuit. Koulskoude ez eus bet gwelet tud o kuitaat al lec'h dizamant:
Ulises zo bet tost da vont e-barzh, e trovezh an 'Nekuya
Meur a zor zo d'an Ifernioù:
- tost d'an Averne,
- tost d'an Tenare,
- e bro ar g-Cimmerianed.
Tri barner zo
Ganto e vez degemeret an dud varv ha lavaret dezho da belec'h mont, ha chom, a-hed ar beurbadelezh.