Radamanthys

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Radamanthys pe Radamantis (Ραδαμάνθυς Radamánthys e gregach) a oa mab da Zeus ha da Europa, merc'h Agenor, roue Fenikia. Brudet e oa e vertuz hag e spered a justis.

Mojenn[kemmañ]

Ganet e oa bet e Kreta gant e vreudeur Minos ha Sarpedon. Hervez ur vojenn all e vije bet mab da Hefaistos, a oa mab da Dalos. Savet eo bet gant Asterion, roue Kreta, a oa bet fiziet Europa ennañ gant Zeus. Hervrez ar pseudo-Apollodoros, e riot gant e vreudeur, en e yaouankiz, evit karantez ur paotr: Miletos (pe Atimnios).

Brudet e oa evit e furnez hag e speredegezh. Diodoros a ra anezhañ, evel eus Minos un haroz a zegas ar sevenadur en ur ren war ur vro ec'hon ma sav al lezennoù :

« Edo en e dalc'h inizi bras hag hogos holl aodoù Azia o doa en em roet o-unan dezhañ abalamour da vrud e onestiz. »

Pa zegouezh tron Kreta gant Minos e tenn hennezh e vad eus an dra-se evit en em zizober eus e vreudeur, gwarizius ma oa eus o brud. Mont a ra Radamantis en harlu da Œchalie, e Boiotia, e lec'h ma timez gant Alkmena, intañvez Amfitrion, ha mamm Herakles. Daou vab en doe diganti: Eritros ha Gortis.


Goude e varv e teu da vezañ barner en Ifernioù, gant Minos hag Éaque. Hervez Homeros e vev en un doare sioul hag eürus en inizi ar re wenvidik. Hervez danevelloù savet diwezhatoc'h e ren e-unan war ar parkoù Elizean.

Levrioù[kemmañ]