Pseudo-Apollodoros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar pseudo-Apollodoros eo an anv a roer da oberour ar Biblioteka, un dastumad mojennoù a voe kredet e-pad pell e oant diwar zorn Apollodoros Aten.

Ar Biblioteka[kemmañ]

Ar Bibliotheca (pe Levraoueg), un oberenn e teir levrenn , a zo un diverradur a-bouez eus mojennoù Hellaz, adalek krouidigezh ar bed betek brezel Troia. An oberenn nemeti a-seurt-se eo eus mare an Henamzer.

Peder levrenn a oa da gentañ, met kollet eo bet ar bedervet hag un tamm eus an deirvet. Chomet ez eus un epitome eus an hollad avat, eus an tamm kollet ivez eta, ma c'hallomp kaout un diverrañ eus an danvez kollet.


Lennadurezh[kemmañ]

  • Diller Aubrey, 1983. Studies in Greek Manuscript Tradition, (Amsterdam) pp. 199-216. Arroud. Embannet da gentañ dindan an titl "The Text History of the Bibliotheca of Pseudo-Apollodorus", e-barzh Transactions of the American Philological Association 66 (1935), pp. 296-313.

Liammoù diavaez[kemmañ]