Zeus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Penn ha bruched Zeus er British Museum e Londrez
Penn ha bruched Zeus, anvet « Jupiter Versailhez », Patrom:II-vet kantved, mirdi al Louvre

Zeus ( Ζεύς / Zeús e gregach; Δίας e gresianeg a-vremañ), diwar ur wrizienn indezeuropat *dyēus, doue an oabl) a zo roue an doueed e mojennoù Hellaz kozh. Ren a ra en Oabl, hag an erer hag an tan-taran eo e arouezioù.

Mab eo da Gronos ha da Rea, ha dimezet eo d'e c'hoar Hera.

Kevatal eo an doue roman Yaou dezhañ. Tennañ a ra ivez da zoueed arall :

Bugeliezh[kemmañ]

Kronos, dre m'en doa aon rak koll e c'halloud a roue an doueed, hag aon na vije graet dezhañ gant e vugale evel m'en devoa graet d'e dad, a zebre e vugale kenkent ha ma vezent ganet. Glac'haret e oa e wreg Rea gant kement-se, setu e tivizas kuzhat he c'hwec'hvet bugel Zeus, hag e kinnigas d'he gwaz ur pezh pikol maen paket e lienoù e-lec'h ar c'hrouadur c'hoantaet gant ar marlonk ha ne reas van ebet.

Lakaat a reas sevel he mab e kuzh e Liktos, e Kreta, ma voe maget ar bugel en ur vougev, gant laezh ar c'havr Amaltea, a vo graet gant unan eus he c'herniel ar c'horn puilhentez), ha Nimfezed oc'h ober war e dro,

Evit ma ne c'hallje ket Kronos klevout garmoù an hini nevez c'hanet e oa bet lakaet ar Goureted dirak ar vougev, brezelourion armet ha trouzus ma oant.

Pa oa deuet bras e tieubas Zeus e vreudeur ha c'hoarezed dre lakaat o zad da zislonkañ anezho an eil goude egile.

Danevell a ra an dastumer mojennoù anvet Antoninus Liberalis en e Metamorfoseon Sinagoge ur stumm disheñvel eus ar vojenn, kavet e skridoù Boïos : Rea a c'han Zeus en ur vougev e Kreta. Eno oe oa maget ar bab gant gwenan. Pevar den eus ar vro a zeuas un do bennak er vougev evit kavout mel, ha gwelet a reont an doue yaouank. Droug ennañ e kinnig teurel ar foultr deus oute, met sioulaet eo gant Themis ha gant ar Moira, rak « difennet eo mervel el lec'h sakr-se ». Treuzfurmet int neuze gant Zeus en evned, dougerien kemennadoù. Kollet eo bet ar peurrest eus ar vojenn. N'eus ket pikol titouroù a ro tu da dostaat ar stumm-se eus ar vojenn gant he stumm e skridoù Hesiodos.

Hervez Homeros, avat, Zeus a oa mab henañ bugale Kronos, hag alese e teu e c'halloud. Abalamour da se e pleg Poseidon dirazañ e-pad Brezel Troia, rak « Ar memes orin o deus o-daou hag eus ar memes kerentiezh emaint ; met e vreur henañ eo Zeus ha gouzout a ra hiroc'h evitañ » (Ilias, XIII, 354–355).

E skridoù Homeros ez eo an Okeanidenn Dioné zo e baredr hag a adkaver gantañ e santual Dodone.

Io ha Zeus, gant Correggio

Karantezioù[kemmañ]

Brudet eo karantezioù niverus Zeus gant merc'hed yaouank pe gwragez eus an douar, koulz ha gant doueezed ha nimfezed : Danae, Alkmena, Semele, Leto, Europa, Ganymède, ha re all.

Tad eo da veur a zoue :

Tad eo ivez da harozed e-leizh :

ha re all c'hoazh.

Dre ma ne vez ket feal atav d'e drede gwreg Hera (a-raok e oa bet dimezet da Vetis ha da Demis) e vez sach-blev alies etre mestr an doueed hag e wreg.

Ouzhpenn-se ne vez ket tener e wreg ouzh e vestrezed nag ouzh o bugale: klask a ra ober droug ha noaz dezho gwashañ ma c'hall : en gouzout a oar a-walc'h Io, Leto, ha Herakles.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes