Metis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Metis a oa ur verc'h da Okean ha Tetis, kentañ gwreg Zeus, ha doueez ar Furnezh . Un hudourez e oa.


[kemmañ] Hec'h anv

Μῆτις / Mễtis e oa hec'h anv e gregach. Talvezout a ra kement ha « gwidre, kuzul ».

[kemmañ] Mythe

Hervez ar pseudo-Apollodoros, hi eo a ali Zeus da reiñ ul louzoù da g- Kronos evit e lakaat da zislonkañ e vreudeur hag e c'hoarezed a oa bet kluket gantañ.

Goude e timez da Zeus, ha hi eo e wreg kentañ. Koulskoude e klask kas anezhañ diwar he zro en ur gemm he neuz atav evit diflukañ a-dre e zaouarn. A-benn ar fin, setu hi brazezet.


[kemmañ] Steredoniezh

War-lerc'h hec'h anv eo bet anvet

  • an asteroidenn 9 Metis, er bloavezh 1848,
  • loar Yaou, Metis, e 1979.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all