Tethys
Eus Wikipedia
Arabat droukveskañ gant an nereidenn Thetis, a oa mamm Akilles.
Tethys a oa ar yaouankañ Ditanez, merc'h da Ouranos ha Gaia, c'hoar ha gwreg da Okeanos. Mamm an Okeanidezed e oa, hag ar merc'hed-se a oa 6 000 anezho a-hervez. Gant se n'eo ket souezh e vije arouez ar vuhez en dour hag er mor.
Bep noz eo-hi an hini a ro degemer da Helios, an Heol, pa'z a da guzh.
Un doueez vat eo, ha nemet mad ne ra d'an dud.
Hec'h anv [kemmañ]
Τηθύς / Têthýs eo hec'h anv e gregach, ha talvout a ra kement ha "magerez".