Kronos

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Kronos o spazhañ Ouranos, livet gant Giorgio Vasari ha  Gherardi Christofano, XVIvet kantved, Palazzo Vecchio, Firenze.
Kronos o spazhañ Ouranos, livet gant Giorgio Vasari ha Gherardi Christofano, XVIvet kantved, Palazzo Vecchio, Firenze.


Kronos (Κρόνος}} / Krónos e gregach) eo ar yaouankañ eus an d-Titaned e mojennoù Hellaz kozh.

Taolenn

[kemmañ] Latin

E relijion ar Romaned e oa Saturnus, e latin, deuet da vout Sadorn e brezhoneg.


Mab e oa da Ouranos (an Oabl) ha da c'h-Gaia (an Douar). Roue e oa war an Ditaned, ha tad e oa da Zeus.

Alies e sav meskaj etre C'hronos (Χρόνος e gregach), unan eus an doueed koshañ, doue an amzer hervez an hengoun orfek.

[kemmañ] Mojenn

P'edo Ouranos o virout ouzh Gaia da c'henel an Ditaned dre fouzhañ anezhi dizehan, ez eas Kronos da gemer ur falz hag e troc'has kalc'h e dad, a zistroas d'an Oabl. Nemet teurel a reas ur mallozh war e vab: pa vo deuet mab Kronos d'e vent e savo ivez a-enep d'e dad.

Neuze e c'hanas Gaia an Ditaned. Nemet nac'h a eure Kronos lezel bugale euzhus Gaia hag Ouranos da redek dre ar bed. Chadennañ a eure e vreudeur siet, ar Gukloped hag an Hekatonc'hired, ha taolet anezho e goueled an Tartar, ar bed dindan an douar.

Ha setu Kronos mestr ar bed.

Gant Rea en doe bugale, met soñj en doa eus mallozh e dad Ouranos : debriñ a rae pep hini eus e vugale an eil war-lerc'h egile, dre ma vezent ganet. Hestia, Demeterha Hera, e deir verc'h kentañ, ha Hades ha Poseidon war-lerc'h, a voe debret gant Kronos. Met pa erruas ar c'hwec'hvet, war ali Gaia he mamm, ez eas Rea da guzhat ar bugel, hag e lakaas ur maen en e lec'h, a voe lonket ken aes all gant an tad.

Hennezh e oa Zeus.


Trec'h Gwener (Afrodite), gant Angelo Bronzino.  Trec'h ar yaouankiz war an doue kozh Kronos, a-gleiz en daolenn.
Trec'h Gwener (Afrodite), gant Angelo Bronzino. Trec'h ar yaouankiz war an doue kozh Kronos, a-gleiz en daolenn.

[kemmañ] E vinvioù


[kemmañ] Gwelout ivez

Commons

Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wiki Commons