Hekatonc'hired

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Hekatonc'hired a zo anezho tri ramz spontus e mojennoù Hellaz kozh. Mibien int da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar).

Anvet int:

  • Kottos Κόττος
  • Gyges Γύγης (pe Gyes)
  • Briares Βριάρεως (pe Aigaion Αιγαίων (latinekaet en Ægæon)).

Kant brec'h o deus ha hanter-kant penn hag a daol tan. Breudeur int d'an Ditaned ha d'ar C'hikloped. Peurvuiañ e vezont lakaet da zamzoueed ar mor.

E latin int anavet evel Centimani, tud o c'hant dorn.

[kemmañ] O anv

Ἐκατόγχειρες / Hekatógkheires, e gregach, « kant dorn dezhe », eus ἐκατόν / hekatón, « kant » ha χείρ / c'heír, « dorn ») pe Centimanes (e latin Centimanūs, « kant dorn dezhañ », eus centēnus, « kant » ha manŭs, « dorn».

[kemmañ] Mojenn

Taolet e oant bet en Tartar gant o zad dre m'en doa aon rak o nerzh. Tennet e voent alese gant Kronos, ha sikour a rejont anezhañ da ziskar Ouranos.

Neuze e voent bac'het adarre en Tartar, ha dieubet e voent gant Zeus, a voe sikouret gante e Brezel an Ditaned. Pa voe trec'het an Ditaned e voent taolet en Tartar d'o zro, ha piv nemet an Hekatonc'hired a yeas d'o diwall.

War-lec'h e vezont kavet e meur a vojenn ma vez ret dezhe lakaat un tamm urzh en Olimp.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all