Themis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Themis kavet e Rhamnonte en Attika, e templ bihan Nemesis, war-dro -300 kent JK, Mirdi broadel Athena.

Themis (gregach: Θέμις / Thémis « lezenn doueel »), merc'h da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar), a oa un Ditanez.

Gwreg Zeus[kemmañ]

Gwreg Zeus e oa, e eil gwreg eta, war-lerc'h Metis. Mamm e oa d'ar Moirai, d'an Eurioù, da Astraeos, d'an Hesperidezed, da deir Nimfenn ar stêr Eridan ha da Harmonia, doueez ar C'henemglev[1].

Doueez ar Justis, al Lezenn hag ar Reizhded e oa Themis, o skoazellañ Zeus en Olimp. Alies e veze diskouezet en arzoù gwechall gant mentel ar justis a bouez ganti arguzennoù an daou du enebet.

Hervez oberourien zo e oa bet gwreg an Titan Japet, a oa breur dezhi, ha genel a reas e vab Prometeus (nemet ne oa ket mamm da vugale all Japet).


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Servius ; pseudo-Apollodoros ; Pausanias.