Attika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Periferia Attika hiziv: brasoc'h eo eget Attika istorel.

Attika eo anv ar vro en-dro da gêr Aten, kêrbenn Bro C'hres. Hiziv eo ur periferia, pe ur rannvro, brasoc'h he led eget hini an Attika hengounel. Liammet eo istor Attika gant hini kêr Aten aboe an henamzer klasel, ma oa hi unan eus ar c'herioù diorroetañ e kornôg ar bed.

Douaroniezh[kemmañ]

Ul ledenez en em daol e Mor Egea eo Attika, disrannet diouzh rannvro Boiotia gant chadennig menezioù Kiteron ha bevennet er c'hornôg gant kêr Korintos.

Istor[kemmañ]

Meur a boblad a veve en Attika en orin, a yeas da ober kêr Aten (a-drugarez da Dezeüs hervez ar vojenn). Dont a reas da vezañ ur gêr rannet e dek demos hervezh an dek meuriad. Manatioù bras a oa bet savet er rannvro.

Distreiñ a reas ar gêrbenn da Aten e 1834 war-lerc'h bezañ bet e Noplion e-pad pemp bloavezh da-heul dizalc'hded Hellaz e 1829 goude aloubadegoù an Durked.

Attika, attek[kemmañ]

Attek eo ar pezh a zeu eus Attika. Komz a reer eus listri attek en hendraouriezh.