Leto

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Leto skrapet gant Titios : Apollon (en dorn kleiz), e wareg hag e glaouier gantañ, a glask mirout ouzh Titios hag Artemis, ur wareg hag ur saezh ganti, a zo war-hent. Dremm a-raok un amforenn attek dremmoù ruz, war-dro 515 kent JK. Mirdi al Louvre.

Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), anavezet eo evel Latona gant ar Romaned, a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis (Diana e Roma) hag Apollon.


Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koeos ha d'e c'hoar Foebe.

Mojennoù[kemmañ]

Meur a vojenn zo diwar he fenn.

Heskinerezh ha gwilioud[kemmañ]

Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Piton war-lerc'h ar paourkaezh plac'h.

A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud, a neuie war ar mor, kaset-digaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe Delos (Δῆλος / Dễlos e gregach, « splann, hewel »).

Nav devezh-pad e voe Leto er gwentloù, pa deuas Ilitia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.

  • Klask a reas Titios gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
  • Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad brezel Troia.


Kouerien Likia[kemmañ]

Latona ha kouerien Likia, ca. 1605, gant Jan Brueghel the Elder.



E Roma[kemmañ]

Latona a veze graet anezhi gant ar Romaned.

Lennadurezh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Gwelout ivez[kemmañ]