Moira
An teir Moira (pe ar Moirai, pe an Teir Farkezenn d’ar Romaned, pe ar Parkezed, pe Merc'hed an Tonkadur), a oa doueezed a rae war-dro ganedigezh, buhez, ha marv an dud war an douar. Da dud Hellaz kozh e oa divizet gant an doueed kement tra a c’hoarvez er vuhez. Edo an teir Moira o chom en ur palez ma’z eo skrivet tonkad pep hini en houarn hag en arem, ha na den na doue n’hall diverkañ tra ken.
O anvioù[kemmañ]
Μοῖραι / Moĩrai eo o anv e gregach. Bez ez int:
- Kloto ( a dalv kement ha « nezañ ») a zalc’h an neudenn, arouez buhez mab-den, war ur gegel
- Lac'hesis ( "an tonkad") a dro an neud war ur werzhid
- Atropos ("dibleg") eo an hini a droc’h neudenn buhez an dud pa vez deuet ar c’houlz.
O ganedigezh[kemmañ]
Gant piv e oant bet ganet, n'eo ket aes gouzout.
Hervez Teogonia Hesiodos e oant merc'hed d'an Noz, ha netra ken. Koulskoude e lavar ivez e oant merc'he da Zeus ha Temis.
Ar re a laka e oa an Noz a oa he mamm, evel Cicero, a ra anv eus Erebos evel tad.
Doareoù all a zo d'ar vojenn, stag an holl anezho ouzh an doueed kentañ, (Ouranos ha Gaia, diwar-lerc'h tammoù de Lycophron et d'Athénée, ou C'haos gant Quintus de Smyrne).
Er Republik, gant Platon, int merc'hed da Ananke (ar Red), met seblantout a ra bezañ ur c'hompren personel d'an oberour.