Taranis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Taranis, delwennig kavet e Le Châtelet, Haute-Marne (Bro-C'hall).

Taranis e oa unan eus doueoù pennañ ar Gelted. Mestr an oabl hag ar c'hurun e oa (adkavet e vez ar ger taran, = kurun, en e anv). Diskouezet e vez alies gant luc'hed hag ur rod.

Taranis, Doue taran[kemmañ]

Braouc'hus hag uhelek eo. Ober a ra Taranis aon gant e daranoù hag e luc'hed spontus. Hep ger ebet ez atahin drastoù gant ar foeltr hag al liñvadegoù, met, er memes amzer, e tegas ar glav mad a vag an douar hag a laka an eostoù da ziwan. Taranis a vez skeudennet evel un den kreñv, barvek hag o terc'hel ur rod vras (gwelet Chaodouron Gundestrup, Bro-Danmark).

Aroueziañ a ra ar rod an amzer a ra moarvat, hag an amzer o tremen. Gwelet e vez war ur marc'h, o c'haoliata ur ramz gant ul lost naer evit reiñ da c'houzout e vestroni. Kar e seblant bezañ dre-se da Yaou a oa trec'h war ar ramzed. C'hoant en deveze Taranis e vije aberzhet tud: serriñ a raed aberzhed e-barzh kaouedoù koad ha lakaat a raed tan enno, pe e kinniged pennoù troc'het dezhañ. Kavet e vez tresoù eus e gult e Galia, Bro Alamagn, Bro Hungaria, er Balkanoù hag e Breizh-Veur.