Mnemosyne

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mnemosyne, pe Mnemosina (Μνημοσύνη / Mnêmosúnê e gregach, diwar μνήμη / mnếmê, "eñvor") a oa un Ditanez, merc'h da Ouranos ha Gaia, hag a c'hanas an Nav Muzenn, goude bezañ degemeret Zeus en he gwele nav nozhvezh diouzh renk. Doueez an Eñvor eo-hi.

Hervez Hygin e oa yaouankoc'h, ha kentoc'h merc'h da Zeus ha d'an nereidenn Klymene.


Mojenn[kemmañ]

Genel a eure an nav muzenn goude bezañ degemeret Zeus e-pad nav nozvezh en he gwele.

Skeudenn an Eñvor eo, ha diskouezet e veze evel ur vaouez o terc'hel he skouarn etre daou viz he dorn dehoù, pe gant un dorn dindan he groñj.