Brezel Troia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann ar bigi e-tal Troia, sarkofagenn eus Mirdi Thessalonika, eil kard an IIIvet kantved

Brezel Troia (pe Troja) a oa padet dek vloaz. Un danevell eus ul lodenn eus ar brezel a gaver e-barzh an Ilias, hag ar fin en Odisseia. Dre ma oa bet skrapet Helena gant ar priñs Paris eus Troia e tisklêrias ar C'hresianed ar brezel d'an Droianed.

An Ilias a gont kounnar Akilleus. Dre ma oa bet kemeret digantañ ur sklavez gant ar roue Agamemnon e paouezas da gentañ da gemer perzh en emgannoù. Pa voe lazhet e genderv Patrokles gant Hektor, avat e touas en em veñjiñ hag e lazhas Hektor. Tonket e oa Troia da vezañ trec'het adal neuze.

Ul lodenn all eus Brezel Troia a zo danevellet en Odisseia. Trec'h e voe ar C'hresianed war Troia a-drugarez da Odisseüs. Lakaat a reas sevel ur marc'h bras goullo e prenn ha lezet e voe leun a vrezelourion war an aod, evel ur prof da Boseidon, e-keit ha ma rae van an Akeaned da zistreiñ d'o bro. An Droianed a lakaas ar mell Marc'h prenn da zont tre e diabarzh mogerioù kêr. Diouzh an noz neuze e voe digoret dorioù kêr gant ar vrezelourion a oa er marc'h prenn, ha distrujet e voe kêr Droia penn-da-benn.


Orin harozed an Ilias hag o zonkad