Agamemnon
Eus Wikipedia
Agamemnon en e goazez, e vazh-roue en e zorn, tamm eus golo ul lekanis attek dremmoù ruz warnañ, v. 410-400 kent JK, Mirdi Broadel Hendraouriezh Tarenta
Agamemnon (Ἀγαμέμνων}} / Agamémnôn, « divrall, pennek » e gregach), a oa roue Argos, hag unan eus harozed brezel Troia.
E dud [kemmañ]
Mab Atreüs, roue Mikene (pe Argos) hag ar rouanez Erope e oa, ha breur Menelaos. Hervez mamennoù all e vefe mab Pleisthenes (a oa mab pe tad Atreüs), a vije bet kentañ pried Erope.
Mojenn [kemmañ]
War-lerc'h muntr Atreüs gant Aigistos ha Thyeste, a gemeras penn rouantelezh Argos, e voe ret da Agamemnon ha Menelaos kemer hent an harlu. Repu a gavjont e ti Tyndare, roue Sparta, ha dimeziñ a rejont gant e verc'hed, Klitemnestra hag Elena.
Teir merc'h en do Agamemnon gant e wreg: Ifigeneia, C'hrisotemis, ha Laodike (diwezhatoc'h e voe lakaet Elektra er vojenn, hag ur mab, Orest).
Maskl mikenaiat , anvet « maskl Agamemnon », XVIvet kantved kent JK , Mirdi Broadel Hendraouriezh Aten.