Menelaos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Menelaos (a-zehou) o redek war-lerc'h Elena (kreiz) e-pad kemeridigezh Troia, krater atikat e dresadennoù ruz, 450-440 kent J.-K., kavet e Gnathia (hiziv Egnazia, Italia). Mirdi al Louvre

Menelaos (Μενέλαος / Menelaos e gregach, un anv hag a dalvezfe "galloud ar bobl) zo unan eus harozed akean pennañ brezel Troia. Roue Sparta e oa.

[kemmañ] Yaouankiz Menelaos

Mab Atreus hag Aerope e oa hervez ar mojennoù. Hervez danevelloù all avat e oa mab da b-Pleistenes, a oa mab Atreüs, ha da g-Kleolla, a oa merc'h Dias.

Muntret e voe Atreus gant e niz, Aigistos, a gemeras neuze tron Mikenai hag a renas gant e dad Tiestes. E-pad ar prantad-se edo Menelaos hag Agamemnon, e vreur, o repuiñ e Sparta, e ti ar roue Tindares.


[kemmañ] An eured gant Elena

Pa zegouezhas, gant Elena, merc'h Tindareos, ar mare da zimeziñ, e teuas kalz rouaned ha tierned da c'houlenn anezhi. En o zouez e oa Odisseüs, Ajas Veur, Menesteüs, Patrokles, Idomeneos. Gant an holl e voe degaset profoù prizius. Choazet e voe Menelaos evel pried avat daoust ma ne deuas ket e-unan, hervez danevelloù zo, p'en doa kaset e vreur en e lec'h.

Dimeziñ a reas Menelaos gant Elena eta hag Agamemnon gant he c'hoar Klitaimnestra. Dont a reas Menelaos da vezañ roue Sparta neuze rak marvet e oa mibien Tindareos : Kastor ha Polideukes. Ur mab, Lisander e anv, hag ur verc'h Hermione a roas Elena d'he fried.

Gant skoazell e vreur, Agamemnon a gasas kuit Tiestes hag Aigistos hag a bignas goude se war dron e dad. Dont a reas neuze da vezañ galloudusañ roue Bro-C'hres.

[kemmañ] E Brezel Troia

Dimezet eo gant Elena a voe skrapet gant Paris, ar pezh a zegasas ar brezel. En Ilias, savet gant Homeros, e asant lakaat un termen d'ar brezel gant un duvell etre paris hag eñ. Tost eo da lazhañ anezhañ met savetaet eo mab Priam gant Afrodite.


Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all