Lisandros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lisandros.

Lisandros (marv e 395 kent JK, e gresianeg : Λύσανδρος) a oa ur jeneral eus Sparta a oa bet lakaet e penn morlu ar geoded-se hag a faezhas Ateniz en Aegospotamos e 405 kent JK. Bloaz war-lerc'h e teuas a-benn da lakaat Ateniz da godianañ, hag e echuas evel se Brezelioù ar Peloponnesos. Aozañ a reas hegemoniezh Sparta war Vro-C'hres e-pad dek vloavezh diwezhañ e vuhez a-raok mervel e-doug ur seziz.

Deroù e vuhez[kemmañ]

Nebeut a dra a anavezer diwar-benn deroù buhez Lisandros. Aristocleitus e oa anv e dad. Ezel e oa eus tiegezh an Heracleidae eus Sparta ; da lâret eo, evel ar pep brasañ eus an Dorianed a diegezh mat, e lavare e oa un diskennad da Herakles. Daoust da se, Lysandros a oa ur mothax: paour e oa e diegezh ha pa oa yaouank en doa bet ezhomm da c'houlenn arc'hant gant unan all da c'hallout kemer perzh en embregerezh Spartaiz da zont da vezañ ur soudard. Dont a reas a-benn koulskoude tamm-ha-tamm da c'hounit brud.

Emgann Notium[kemmañ]

Al lec'hioù pouezusañ e-pad buhez Lisandros

Lisandros a oa lakaet navarkos (amiral) evit Enezvor e 407 kent JK. E-pad ar prantad-se an hini eo c'hounezas mignoniezh ha harp Kirus ar yaouankañ, ur mab da Darios II Persia ha da Barisatis.

Lisandros a glaskas neuze sevel ur morlu kreñv evit Sparta, en Efezos, hag a vefe gouest da dalañ ouzh hini Ateniz.[1][2] Klemm a reas en un doare fin diwar-benn ar satrap Tisafernes, un enebour da Girus, o tamall outañ da vezañ bet prenet gant Alkibiades. Profañ a ra Kirus dezhañ neuze ur skoazell arc'hant bras-kenañ, anezhi war-dro 10 000 dareg (Ploutarc'hos, IV, 6), da lâret eo 200 000 drac'hma. A-drugarez dezhi e c'hall Lisandros kreskiñ gopr ar verdeidi, a dremen eus teir da beder obolenn. Evel se e c'hall Lisandros tuta pareadoù hep poan ha memes sachañ roeñverien e enebourien da labourat evitañ.

Alkibiades a oa lakaet e penn morlu Aten gant galloudoù "unveliour" hag a guitaas e geoded da vont betek e flodad da Samos ha da glask en em gannañ gant listri Lisandros. Hennezh avat a nac'has da vezañ sachet er-maez Efezos da en em gannañ gant listri Alkibiades. Koulskoude, e-keit ha ma oa aet Alkibiadez kuit da gerc'hat pourvezioù, e oa lakaet listri Aten dindan renerezh Antioc'hos, e sturier, a dagas listri Sparta. Lisandros a zeuas neuze a-benn da gannañ listri Aten ha da argas anezhe (gant skoazell ar Bersed dindan Kirus) en emgann Notium e 406 kent JK. Trec'h Lisandros a roas da enebourien Alkibiades an digarez a glaskent da dennañ e renadur digantañ. Mont a reas Alkibiades kuit war vag betek an douaroù e oa perc'henn warne en norzh, e Kersonesos Trakia, ha ne zistroas morse da Aten.

Lisandros galvet en-dro da Sparta[kemmañ]

Koulskoude e paouezas Lisandros da vezañ navarkos Sparta goude e drec'h hag, hervez lezenn Sparta, e oa kemeret e lec'h gant Kallikratidas. Ne c'hallas ket kallikratidas kenderc'hel gant ar brezel war vor en un doare ken efedus rak Lisandros a restaolas holl an arc'hant laosk a oa en e gerzh da Girus pa guitas e bost[3]

E 406 kent JK, kallikratidas a vodas listri hag a lakaas da ouel betek Mitimna, en enez Lesbos, hag e lakas ar seziz warni. Gourdrouz a rae evel se da stankañ an hent d'a listri a zegase gwinizh da Aten. Ateniz a gasas o amiral, Konon, da saveteiñ Mitimna. Pa oa taget gant Kallikratidas, Konon a gilas betek Mitilene, e lec'h ma oa gronnet gant morlu Sparta.

Da zieubiñ listri Konon e vodas Ateniz ur flodad nevez, enni listri nevez savet gant pareadoù hep skiant-prenet en o bourzh. Daoust d'al flodad-se da vezañ disteroc'h evit hini Spartaiz, Ateniz a implijas doareoù d'en em gannañ nevez ha divoas hag a roas an tu dezhe da c'hounit emgann an Arginusae, e-tal Lesbos, en un doare dic'hortoz. Torret e oa gronn Konon gant Spartaiz, kannet e oa flodad listri Sparta a-grenn ha Kallikratidas a oa lazhet e-pad an emgann.

Lisandros a zistro e penn ar morlu[kemmañ]

Goude drouziwezh Sparta en emgann an Arginusae ha marv an navarkos, Kallikratides, e c'houlennas kevredidi Sparta e vefe anvet Lisandros en e lec'h. Neoazh, lezenn Sparta a zifenne e vefe anvet un den en-dro evel navarkos. Neuze e oa anvet Arakus e penn ar morlu met Lisandros na oa ken "epistoleus", e eiler, en un doare ofisiel a rene an traoù e gwirionez.[1][2] Kirus a oa plijet gant an emglev-se hag a grogas en-dro da arc'hantañ flodad Sparta - Aotrañ a reas Lisandros zoken da ren e satrapiezh e-keit ha ma oa aet kuit.[4]

Urwezh distro e penn al listri e kasas Lisandros ar flodad etrezek an Hellespontos. Heuliet e oa eno gant flodad Ateniz. E 404 kent JK e vodas Ateniz o listri en Aegospotamos (tost da Gersonesos Trakia). Eno e oa distrujet al listri renet gant an amiral Konon gant Spartaiz dindan Lisandros en Emgann Aegospotamos. Konon a dec'has neuze da Gipros.

Nerhzioù Lisandros a glipennas betek ar Bosfor hag a gemeras Bizantion ha Kalkedon. Argas a rejont an Ateniz a oa o chom en div stad-se. Kemer a rejont ivez enez Lesbos.[1][2]

Drouziwezh Aten[kemmañ]

Da-heul o zrec'h en Aegospotamos e oa barrek Spartaiz da rediañ Aten da godianañ. Roue Sparta, Paosanias, a lakass seziz war Aten tra ma stanke listri Lisandros porzh ar Piraeus. Abalamour da se ne c'halle ket ken Ateniz lakaat degas gwinizh d'o c'heoded eus an Hellespontos hag e oant tost d'ar gernez. Teramenes a grogas neuze da vreutaat gant Lisandros diwar-benn ar peoc'h. Padout a reas an divizoù tri miz met a-benn ar fin e oa tizhet un emglev ha paouez a reas Brezelioù ar Peloponnesos e 404 kent JK.

Goulenn a rae Spartaiz digant Ateniz distrujañ ar mogerioù hir a yae eus keoded Aten betek porzh Piraeus ha mogerioù ar porzh-se. Ret e oa da Ateniz dilezel o zrevadennoù ha reiñ da Sparta an holl vigi a chome war-bouez 12. Teramenes a viras koulskoude ouzh Aten a vezañ distrujet. Ar c'heodedoù gresian en tu all da Enezvor a oa sujet en-dro da impalaeriezh an Akemenided.

Lisandros e penn Aten[kemmañ]

Lisandros a lakas neuze ur gouarnamant diouzh e zorn en Aten dindan stumm okigarkiezh an Tregont tirant dindan renerezh Kritias, ha gant Teramenes e-touez an izili pennañ. Lakaat a reas an oligariezh un niver a geodediz d'ar marv hag e lemas digant an holl war-bouez nebeut o gwirioù politikel. Kalz eus kevredidi kozh Aten a oa renet ivez bremañ gant bagadoù dek den (dekarkiezh), harpet alies gant gwarnizonoù dindan renerezh ur c'homandant eus Sparta (harmost). Kregiñ a ra neuze prantad hegemoniezh Sparta.

Goude dezhañ aloubiñ ha kemer Enez Samos e tistroas Lisandros da Sparta. Alkibiades, an Atenad en doa stourmet outañ, a glaskas repu e Frigia, e gwalarn Asia vihanañ dindan gwarez Farnabazos, e satrap persat. Klask a reas gounit skoazell a-berzh Persiz evit Ateniz eno. Diviz a reas Spartaiz avat e ranke bezañ lazhet ha Lisandros a aozas e vuntr gant sikour Farnabazus.[1][2]

Da-heul e drec'hoù e oa deuet Lisandros a-benn da c'hounit madoù bras. Kouskoude, hervez hengoun Sparta, e felle dezhañ lezel e arc'hant d'an efored e Sparta. Goulenn a reas gant ar jeneral Gilippus kas e vadoù da Sparta. Gilippus avat ne c'hellas ket herzel ouzh an temptadur da binvidikaat hag e laeras ur lodenn vras eus ar pezh a oa bet fiziet ennañ. Pa oa dizoloet ez eas en harlu hag e oa kondaonet d'ar marv.

Stourm Ateniz ouzh an Oligarkiezh[kemmañ]

Ar jeneral Trasiboulos, a oa bet harluet eus Aten gant an oligarkiezh, a renas stourm an demokrated a-enep ar gouarnamant nevez. E 403 kent JK e aloubas Attika e penn ur bagad bihan a harluidi hag e faezhas en emgannoù disheñvel, da gentañ gwarnizon Sparta ha goude bagadoù an Oligarked en emgann Munikia. Lazhet e oa penn an tregon tirant, Kritias, e-pad an emgann.

En emgann Piraeus, an harluidi a oa o paouez diskar gouarnamant an tregon tirant hag o doa kemeret ar porzh a gannas ur bagad Spartaiz kaset en o enep. E-doug an emgann e voe tost Spartaiz da gannañ an harluidi, ha koll a reas an div kostezenn un niver bras a hoplited. Goude an emgann-se, Paosanias Roue Sparta, a skoulmas un emglev etre an div gostezenn daoust da eneberezh Lisandros. Adsavet e oa ar gouarnamant demokratek en Aten. Aotreet e oa izili an oligarkiezh a oa bev c'hoazh da dec'hout betek Eleusis. Trasiboulos a adsavas an ensavadurioù demokratel hag a zisklêrias un distaoliadeg evit an holl war-bouez un nebeud oligarked aheurtet.

Perzh Lisandros en emsav Kirus a-enep Artaserses II, roue Persia[kemmañ]

E 401 en doa c'hoazh Lisandros kalz a levezon e Sparta daoust d'e c'hwitadenn en Aten. Dont a reas a-benn da lakaat Spartaiz da choaz Agesilaus II evel roue Euripontidat nevez Sparta goude marv Agis II. Atizañ a reas anezhe ivez da harpañ Kirus yaouank en e emsavadeg a-enep e vreur koshañ, Artaserses II Persia.

Kregiñ a reas Kirus e emsavadeg gant 20 000 den, en o zouez 10 000 goprsoudard gresian, Spartaiz en o mesk. Pa dizhas an Eufratez e Tapsakus, e tisklêrias e save a-enep Artaserses II. Aloubiñ a reas Babilonia met Artaserses II, kenteliet d'ar mare diwezhañ gant Tisafernes, a zastumas un arme buan-ha-buan.

Kejañ a reas an div arme en emgann Kounaxa, e norzh Babilon ha mervel a reas Kirus en emgann. en em gavout a reas ar c'hoprsoudarded a oa o stourm evit Kirus en o unan. Ret e oa dezhe en em gannañ da zigeriñ un hent etrezek an norzh daoust d'ar Bersed, d'an Armenianed, ha d'ar Gurded enebet betek Trapezounta, war aod ar Mor du dinan renerezh Senofon. Pa zistrojont da Vro-C'hres, ar pep brasañ eus soudarded Senofon a lakaas o anv en arme Sparta. Trec'h Senofon, dezrevellet en Anabasis a roas kalon a-walc'h da Sparta da dreiñ ouzh ar Bersed ha da gregiñ un heuliad brezelioù en o enep en Asia Minor.

Bloavezhioù diwezhañ Lisandros[kemmañ]

En soñj e oa Lisandros da adsevel an oligarkiezh en doa lakaet e penn Aten e diwezh Brezelioù ar Peloponnesos, hag atizañ a reas Agesilaus II, roue Sparta, da gemer penn ar C'hresianed a-enep Pers e 396 kent JK. Galvet e oa bet Sparta gant Ioniaiz da harpañ anezhe a-enep ar roue Artakserses II. Moarvat e oa e soñj da vezañ lakaet e penn an armeoù eus Sparta na gemerfent ket perzh en ergerzhadeg-se. Koulskoude ne blije ket da Agesilaus II galloud ha levezon Lisandros hag e-lec'h lezel anezhañ war e lerc'h e anvas anezhañ e penn arme Sparta en Hellespontos, pell diouzh Sparta hag eus kreiz Bro-C'hres.

Distro e Sparta e 395 kent JK, Lisandros a vroudas Spartaiz da zisklêriañ ar brezel da Debai, ar pezh a loc'has brezel Korintos. Diviz a reas Spartaiz kas un arme a-enep ar c'hevredad nevez etre Aten, Tebai, Korintos hag Argos (sikouret gant impaleriezh an Akemenided) hag urzh a rojont da Agesilaus II da zistreiñ e Bro-Chres. Agesilaus hag e arme a dreizhas an Hellespontos hag a dreuzas Trakia.

E varv[kemmañ]

Lakaet e oa un emgav etre div arme, unan dindan Lisandros hag eben dindan Paosanias Sparta, da dagañ keoded Haliartus, e Boeotia. Erruout a reas Lisandros a-raok Paosanias ha broudañ a reas keoded Orc'homenos d'en em sevel a-enep kengevredad Boiotia. Kerzhet a reas neuze trema Haliartus gant e arme. Lazhet e oa e-doug emgann Haliartus, goude bezañ tostaet re gant e arme diouzh mogerioù ar geoded-se.

Goude e varv e oa "dizoloet" gant Agesilaus II un irienn savet gant Lisandros da greskiñ e c'halloud o lakaat rouanez Sparta da vezañ dilennet e-touez an Herakleided ha dre chom hep lakaat roue Sparta dre ret e penn an arme.[1][5] Dizemglev zo etre an istorourien da c'hoût hag eñ e oa ijinet an irienn-se da zismantr brud ha levezon Lisandros goude e varv. Hervez Nigel Kennell e klot an irienn-se gant a pezh a ouzomp eus Lisandros.[6]

Displann e chom personnelezh Lisandros. Tamall a ra e vuhezskriver roman, Cornelius Nepos, outañ e "grizded hag e c'hanasded",[5] Lisandros avat – hervez Senofon – a espernas poblañs keodedoù gresian kemeret evel e Lampsakos,[2] marteze abalamour da c'hounit brud talvoudus un den truezus.

Azeulerezh[kemmañ]

Hervez Duris Samos e oa Lisandros ar c'hentañ Gresian a voe savet aoterioù ha lidet aberzhioù en enor dezhañ gant kêrioù gresian ha Samosidi a vouezhias da adenvel Lysandreia o gouel da Hera.[7]

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 Ploutarc'hos, Buhezioù. "Buhez Lisandros". (University of Massachusetts/Wikisource)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 Senofon, Hellenica. (Wikisource/Gutenberg Project)
  3. "Spartans, a new history", Nigel Kennell, 2010, p126
  4. "Spartans, a new history", Nigel Kennell, 2010, p127
  5. 5,0 5,1 Cornelius Nepos, Life of Eminent Greeks .[1]
  6. Spartans, a new history, Nigel Kennell, 2010, p134
  7. The hellenistic world By Frank William Walbank Page 213 ISBN 0674387260


Liammoù diavaez[kemmañ]