Aigistos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aigistos lazhet gant Orestes ha Pilades, oinokoe apulian he zresadennoù ruz, IVe kantved kent J.-K., Mirdi al Louvre

Er vojennouriezh (mitologiezh) c'hresian, Aigistos (en henc'hresianeg Αἴγισθος, Aigisthos[1]) a oa ar mab en doa bet Tiestes digant e verc'h Pelopeia, eus tiegezh an Atreided.

Ar vojenn[kemmañ]

Pelopeia, a oa bet gwallet gant he zad Tiestes, a c'hanas he mab Aigistos. Dilezel anezhañ a reas war-lerc'h, gant ar vezh. Adkavet e voe gant mesaerien givri ha roet gante da Atreus, roue Argos ha Mikene, e eontr. Savet e voe gant hemañ evel e vab hep goût piv e oa.

An urzh a roas Atreus dezhañ da lazhañ Tiestes (tad ha breur Aigistos war un dro). Koulskoude, dres d'ar mare ma oa o vont da zrouklazhañ anezhañ e anavezas e dad. Asambles e vuntront Atreus ha kemer e lec'h hag e garg.

Diwezhatoc'h, Agamemnon, hêr reizh an tron, a ro lamm da Diestes. Espern a ra buhez Aigistos avat. Tennañ a ra hemañ e vad eus dilec'h Agamemnon da vrezel Troia evit desev e vaouez, ar rouanez Klitaimnestra. Lazhañ a reont ar roue goude e zistro ha ren a reont war ar vro e-pad seizh vloaz kent bezañ muntret d'o zro gant Orestes, mab Agamemnon, bountet gant e c'hoar Elektra.

Mammennoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. (diwar aigos, « gavr » en gresianeg)