Mykenai

Eus Wikipedia
Bez ur roue e Mikenai
Heinrich Schliemann ha Wilhelm Dörpfeld dirak Porzh al Leoned, war-dro 1885

Mykenai (Μυκῆναι Mykễnai e henc'hresianeg), pe Mykene (Μυκήνη Mykēnē), a oa un hen geoded rakhellenek war un dorgenn er biz da blaenenn Argos, er Peloponnesos ha mogerioù bras en dro dezhi, mogerioù a lavarer anezho int kiklopean peogwir ez eus anezho pezhiadoù mein bras pounner.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar geoded

Hervez ar vojenn e voe savet gant Perseüs, goude ma oa lazhet Akrisios, roue Argos. Pa ranke kêr Argos degouezhout da Berseüs e kavas gwell an haroz lezel ar rouantelezh gant Megapenthes, niz ar roue kozh, ha mont da ziazezañ ur gêr nevez, a voe anvet Mykenai, pe abalamour da bommell e gleze, pe en abeg d'ar c'habell-touseg kavet gantañ war al lec'h[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennig-skrivañ e mikenieg, (Linéaire B), gant penn ur gwaz engravet en tu a-dreñv.

Furchadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet e oa keoded Mykenai abaoe furchadeg 1822 gant ar C'hallaoued. Met Heinrich Schliemann an hini roas da c'houzout e 1876 e oa ur gêr-greñv ha bezioù eus dibenn oadvezh an arem. Diwar neuze ez eus bet meur a furchadeg.
War-lerc'h Schliemann e voe graet kavadennoù all ha gante e voe anataet e oa tud o chom e Mykenai adalek an trede milved gant ur bobl rakhellenek kar-tost da hini Kreta an amzer-hont.

Ouzh troad ar c'hreñvlec'h e oa ur gêr vras met honnezh n'eo ket bet furchet c'hoazh.

Ar c'hreñvlec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Furchet eo bet dismantroù kreñvlec'h Mykenai penn-da-benn hag hiziv e c'haller gwelout ar palez hag ar voger gant mein bras-bras ("kiklopean" eta) ha gant kalz bezioù.

Porzh al Leoned hag ar voger kiklopean[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porzh an hanternoz

Daou doull zo er voger giklopean evel e Tiryns.

Mirdi nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mirdi hendraouriezh Mykenai

Ur mirdi nevez zo bet digoret e-kichenik kêr e 2007.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Eus ar ger μὐκης / múkês, kabell-touseg e gregach, hag alese kement tra heñvelik ouzh ur c'habell-touseg. N'eo diazezet ar gerdarzh poblek-se war tra ebet.