Akrisios
Eus Wikipedia
Akrisios (Ἀκρίσιος / Akrísios) , mab da Abas (Abas mab Lynkeus) ha da Aglaia merc'h Mantineüs , a oa roue Argos. Ur breur gevell en doa, anvet Proetos.
Dimeziñ a reas da Euridike, merc'h Lakedemon, roue Sparta. Tad e oa da Danae . Koulskoude, hervez Hygin e oa dimezet da Aganippe hag eo Evarete an hini a oa e verc'h.
Mojenn [kemmañ]
En em gannañ a rae gant e hanter-gofad e kof e vamm, gouez da Apollodoros. Goude se e voe tabut etreze da c'houzout piv a vije roue Argos. Trec'h e voe Akrisios ha harluiñ a reas e vreur.