Moger

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Moger brikennoù

Ur voger (eus ar ger latin maceria, sellout ouzh magoer e gwenedeg), pe mogerioù el liester, a zo un dra savet gant mein da ober ur gwasked, pe un harz, en ul lec'h bennak. Ur vogerenn a vez graet eus un darn eus ur voger.

Mogerioù a bep seurt zo e gwirionez, hervez penaos int graet, ha pegen uhel int, ha petra a glasker ober ganto.
Darn zo tev, izel, darn zo graet gant koad, pri, brikez. Lod zo graet gant mein, bihan pe vras, berniet hepken, lod all gant mein peget gant pri pe simant pe traoù all.

Mañsonerezh a vez graet eus ar sevel mogerioù alies.

Talvoudegezh[kemmañ]

Mogerioù war ar maez en Iwerzhon

Er savadurioù (titiez pe savadurioù uhel) e vez savet ar mogerioù evit krouiñ ar c'hostezioù (pevar gostez peurvuiañ) hag ar pezhioù-ti e-barzh. Evit dougen ar solieroù hag an toennoù e vezont savet, nemet pa vez staget ar mogerioù-rideoz ouzh frammadur diabarzh ar savadur uhel-tre (ar skraberioù-oabl da skouer).
Pa vez tanav ar mogerioù diabarzh e vez kaoz eus speurennoù e prenn, e plastr, e betoñs.

Pa vez savet mogerioù dindan an amzer e intenter lakaat un disparti etre daou spas digor ken e vez krouet un vevenn surentez war unan eus an tuioù. Evit diwall ma ne ya ket loened ha dud e lec'hioù zo e vezont savet ivez.
Savet e vez mogerioù evit bezañ gwarezet ouzh fenomennoù naturel evel an dour, an avel pe an heol pe ouzh an trouz (moger eneptrouz).

Seurtoù mogerioù[kemmañ]

Pa ne vez graet ar voger e diabarzh un ti evit dougen, met evit rannañ salioù hepken e komzer eus speurenn. Neuze e vez graet gant danvez skañvoc'h eget mein, ha peurliesañ gant brikez skañv, a-wechoù plakennoù plastr etre div follenn gartoñs, anvet plakoplastr.

Mogerioù a bep seurt[kemmañ]

Moger a vez graet eus traoù damheñvel ouzh ur voger mein;

Mogerioù bras[kemmañ]

Moger Vras Sina

Yezh[kemmañ]

  • Mogeriañ ur gêr zo sevel ur voger en-dro dezhi.