Perseüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lestr en doare korintiat a ziskouez Perseüs, Andromeda ha Ketos , Mirdi Altes (Berlin.
Perseüs hag Andromeda, hervez ul livadur roman eus Pompei.
Perseüs hag Andromeda, livet gant Tizian.
Perseüs hag Andromeda, livet gant Rubens.
Perseüs hag Andromeda, livet gant Mignard

Perseüs (Περσεύς / Perseús, « ar preizher»), a oa anv un haroz hellazat. Mab e oa da Zeus ha Danae. Eñ eo an hini a lazhas Medousa hag a zimezas da Andromeda.

Hervez Apollonios Rodos e oa Eurimedon e wir anv.

Ganedigezh an haroz[kemmañ]

E kêr Argos e oa un tour arem uhel, ha warnañ prenester hag a oa barrinier houarn tev outo. En tour-se e oa ur briñsez o ouelañ dourek rak lakaet e oa bet aze da viken gant ar roue he zad.

Ar roue Akrisios a oa bet diouganet dezhañ gant ur beleg e vije lazhet gant e vab-bihan. Petra reas neuze, nemet kraouiañ e verc'h Danae da virout outi a gaout bugel ebet, rak n'en doa ket bet kalon d'he lazhañ. Evel-se e kave dezhañ e oa bet madelezhus ha fur war un dro.

Koulskoude, un noz, a-dre ar barrinier e kouezhas ur barrad glav aour. Zeus an hini e oa, rak an tu-se en doa kavet an doue da zont d'ober e lez d'ar plac'h yaouank, a voe brazezet gantañ.

Gwilioudiñ a reas ar verc'h en tour, ur mab e oa, Perseüs e oa e anv, hag Akrisios a savas konnar ennañ ken a reas. Met peogwir e oa ur galon vat a zen ne lazhas nag ar mab nag ar vamm, nemet o lakaata reas en un arc'h, ha teurel anezho er mor.

En harlu[kemmañ]

Kaset ha digaset war ar mor e tegouezhas an arc'h en enez Serifos. Eno e voent skoazellet gant ur pesketaer, Diktis e anv, a oa breur da roue an enez, Polidektes.

En enez Serifos e kreskas Perseüs, kenteliet gant Diktis. Ar roue Polidektes avat a gare Danae, ha kement-se ne blije ket d'ar Perseüs yaouank a ziwalle vertuz e vamm. Neuze e klaskas ar roue Polidektes penaos e c'hallfe pellaat ar c'hrennard diwar dro e vamm. Dont a reas en e soñj lakaat tud an enezenn da reiñ dezhañ kezeg, ha hervez doareoù zo eus ar vojenn e felle dezhañ kinnig al loened da Hippodamia en devoa c'hoant da gemer da bried. Perseüs paour n'en doa ket a gezeg met kinnig a reas degas dezhañ pezh a garje, ne vern petra e vije. Hag a roue neuze da c'houlenn digantañ mont da gerc'hat penn ar Gorgon Medousa, euzhvil a droe an dud e maen netra nemet gant e sell.

Kefridi Polydectès[kemmañ]

Perseus Medusa Louvre CA795.jpg
Perseüs o stourm ouzh Medusa, gant Cellini

Atena a oa kaz enni ouzh Medusa rak embaret e oa ouzh Poseidon en un templ a oa bet savet dezhi. Ha setu hi d'en em ziskouez dirak Perseüs ha d'e genteliañ diwar-benn pezh a rankje ober.
Da gentañ e kinnigas ur


Andromeda[kemmañ]

Perseüs o teubiñ Andromeda (munudig), livet gant Piero di Cosimo (v. 1513)

Kassiopeia, mamm Andromeda ha rouanez Etiopia, he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a c'holoas ar vro gant an dour-beuz, hag a gasas un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.

Diouganañ a reas beleg an doue Amon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na vije roet merc'h ar rouaned, Andromeda, d'an euzhvil . Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar briñsez. Goude lazhañ an amprevan e tieubas Andromeda hag e timezas ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.

En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen tra ken 'met o welout penn Gorgon ( hervez Metamorfozoù Ovidius, v.). War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Dirint, en Argolis.

Oberennoù awenet gant ar mojennoù[kemmañ]

Livadurioù[kemmañ]

Livadurioù niverus zo bet, ar re anavezetañ

Delwennoù[kemmañ]

C'hoarigan[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.