Andromeda

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Andromeda chadennet ouzh ar garreg gant an Nereidezed, livet gant Théodore Chassériau (1840), dalc'het e mirdi al Louvre.
Andromeda (1869) Edward Poynter.
Andromeda kinniget da euzhvil ar mor (1869) Paul Gustave Doré.
La Délivrance d'Andromède livet gant Pierre Mignard(1679), mirdi al Louvre. Gwelout a reer Kefeüs ha Kassiopeia o trugarekaat Perseüs war-lerc'h dichadennañ o merc'h Andromeda.

Andromeda (diwar Ανδρομέδη /Andromedē e gregach), merc'h Kefeüs ha Kassiopeia, roue ha rouanez Etiopia, a oa ur vaouez e mojennoù Hellaz kozh, hag a voe saveteet a-dre skilfoù un euzhvil-mor gant Perseüs, hag a zimezas gant he saveteer.

Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra an anv diwar Ανδρομέδη /Andromedē, savet diwar ανδρος (andros, den, gour) ha μηδομαι /mēdomai "soñjal". Talvezout a ra "soñjal en ur gwaz".

Mojenn[kemmañ]

He mamm Kassiopeia he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a gasas dour-beuz d'ar vro, hag un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.

Diouganañ a reas beleg an doue Ammon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na roje ar roue e verc'h Andromeda d'an euzhvil. Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs, war e varc'h askellek, o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar goantenn. Hastañ buan a reas ober e stal d'an amprevan, distagañ ar fulenn, dimeziñ ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.

En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen, tra ken 'met o welout penn Gorgon (hervez (Metamorfozoù Ovidius). War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Dirint, en Argolis. Eno e voent hendad ha henvamm lignez ar Berseided.

C'hwec'h mab hag ur verc'h o doe:

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.