Argolis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Argolis er IV kantved kent J.-K. (1795)
Kumunioù prefeti Argolis hiziv

Argolis (Ἀργολίς en henc'hresianeg hag e Katharevousa, Αργολίδα Argolida er yezh a vremañ) a oa anv ur vro eus Henc'hres an Henamzer. Edo e reter ledenez Peloponnesos. Meur a Stad a oa enni : re Argos, Trezenia, Epidaora, ha Hermionia. Deuet eo da vezañ ur prefeti en Hellaz hiziv.

Ar c'heodedoù anezhi a oa: Argos, Mikenai, Tirint, Naoplia, Trezenia, Hermione hag Epidaora.