Metamorfozoù
Eus Wikipedia
- Oberennoù all zo bet anvet Metamorfozoù. Sellout ouzh Metamorfozoù (oberennoù arzel)
Ar Metamorfozoù zo ur meurgan hir e latin, a oa savet gant ar barzh roman Ovidius er bloavezh 1. Metamorphoses e oa e ditl orin e latin. Ouzhpenn 15 levr a ya d'ober ar varzhoneg hir-se, 12 000 gwerzenn enni, anezho heksametroù daktilek . Kontañ a ra ganedigezh ar bed hellazat ha roman betek mare an impalaer Aogust.