Meurgan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Ar meurgan a zo ur skrid e gwerzennoù, hir-tre, dediet d'un haroz pe da veur a haroz pe d'an doueoù pe evit skeudenniñ ur renkad tud. Kavet e vez ivez ar ger meurzanevell ha danevellgan evit meurgan hag hanez ivez diwar ar c'hembraeg. Ar meurgan koshañ a c'heller lenn hiziv a zo meurzanevell an haroz Gilgamesh savet en akkadeg er XVIIIvet ha XVIIvet kantved kent Jezuz-Krist. Kavet e oa bet e 1870 en ur furchata e-barzh dismantroù levraoueg Ninive. Etre - 850 ha - 750 ez eus bet savet div veurzanevell vrudetoc'h hag anavezet a-gozh e henc'hresianeg, an Ilias hag an Odisseia, savet o div gant Homeros a-hervez. Kemeret eo bet an daou skrid-se, evel patromoù ar meurzanevelloù gant skrivagnerien ha studierien ar c'hlasoù.


[kemmañ] Un nebeud meurzanevelloù anavezet-mat

Enlivadur Persia.