Orlando furioso

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Orlando, gant Gustave Doré.
Roger délivrant Angélique gant Jean Auguste Dominique Ingres. Roger eo an anv gallek a glot gant Ruggiero.
Angelika ha Medor gant Bartholomeus Spranger

Orlando furioso zo ur meurgan italianek gant Ludovico Ariosto, a zo bet embannet e 1532.

Ur varzhoneg hir eo, ennañ 46 kan, ha 38.736 gwerzenn eizhsilabennek en holl. Savet eo da gontañ troioù-kaer Orlando (Roland al lennegezh c'hallek krennamzerel), ha re un toullad tud all. Implij a ra an oberour Danvez Gall hag un tamm bihan Danvez Breizh. En em ginnig a ra evel un heuliad da Orlando innamorato, gant Matteo Maria Boiardo.

Danvez an oberenn[kemmañ]

Steuenn an istor eo ar brezel etre Karl Veur hag ar Sarazined, a zo o vont d'aloubiñ Europa gristen.

Kaoz zo eus Orlando, a gar ar briñsez pagan Angelica.

Kaoz zo ivez eus troioù Ruggiero ar Sarazin, sorset gant an hudourez Alcina, eus e vestrez kristen, ar vrezelourez Bradamante, daou zanvez-pried kinniget gant an oberour evel hendadoù e warezourien, dug Ferrara hag e vreur kardinal, Ippolita Iañ d'Este.

Kroget e oa bet an oberour en 1503. En 1516 e oa bet graet an embannadur kentañ.Hiraet e voe en 1521 hag echuet en 1532. Da gentañ e oa savet e yezh lez Ferrara, goude e voe lakaet en toskaneg lennegel, yezh Dante.