Amzerioù modern

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dre voaz, e Bro-C'hall e vez renket an darvoudoù istorel etre ar 15vet kantved hag an Dispac'h gall e marevezh an Amzerioù modern ken eo an Istor modern ur rann eus kelenn an Istor. Koulskoude, n'eo ket termenet sklaer an derou e Bro-C'hall pa seblant a ra da lod ez eus bet un troc'h gant trec'h an Durked otoman war an Impalaeriezh roman ar Reter e 1453. Lod all e-touezh an istorourien gall ha nann-gall a gav dezho eo derou an trevadennouriezh europat e Amerika hag e Afrika a verk dibenn ar Grennamzer (Dizoloadenn Amerika gant Kristol Goulm e 1492).
Evit dibenn ar marevezh ez eus diforc'hioù etre an istorourien saoz a gav gwelloc'h pouezañ war lañs Marevezh ar Gouloù war-dro 1750 pa vez kavet talvoudusoc'h gant ar Stadunanidi hag ar C'hallaoued sellout ouzh o dispac'hoù (1784 ha 1789).