Levraoueg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Abati Melk, al levraoueg.
Skol-Veur Roazhon 2, levraoueg ar c'hreisteiz.

Ul levraoueg zo un dastumad levrioù hag ul lec'h ma tastumer anezho. Savet eo ar ger levraoueg diwar ar ger levr gant an dibenn -aoueg, ul lostger hag a dalvez ez eus ur c'hementad bras eus ar penngef meneget.

Istor berr al levraouegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kerz un den prevez e c'hell bezañ ul levraoueg, met kalz anezho a zo paeet ha meret gant ur gêr pe un ensavadur. Ar pal a zo reiñ tu d'un toullad a dud mont da genimplijout levrioù ha ne vijent ket gouest da gaout ez-prevez. Ur roll bras a zo bet hini al levraouegoù evit treuzkas an anaoudegezhioù, al lennegezh ha pep elfenn sevenadurel a c'hell bezañ skrivet, pe enrollet, pe lakaet war skeudenn.
Koulskoude ez eus bet ijinet meur a vezienn (intentit meur a vedia) evit enderc'hel testennoù, skeudennoù ha ditouroù a bep seurt. Teulioù a vez implijet ivez evit pep a vezienn, un titour pe titourioù ennañ. Bremañ e vez kavet e meur a levraoueg pladennoù (sonerezh pe ditouroù niverel), skeudennoù, oberezhioù arz, bandennoù enrollet, kartennoù (douaroniezh), mikrofichennoù hag all.
E fin ar XXvet kantved eo erruet ar cheñchamant bras-mañ p'eo liesseurt roll al levraouegoù ha p'en em gav enno muioc'h-mui a ditouroù diavaez.

Al levraouegoù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anat a-walc'h eo e vank levraouegoù gouestlet d'ar brezhoneg e Breizh. Bez' ez eus levraouegoù koulskoude e-lec'h ma kaver kornioù gouestlet dezhañ. E Skol-Veur Roazhon II, e CRBC Brest, e Skol an Emsav e Roazhon, en IDBE e Gwengamp, e ti ar vro Kawan, e levraoueg Alain Gérard e Kemper, er Maezioù Frank e Roazhon, e levraoueg keodedel Gwened, en Abati Sant Gwenole e Landevenneg, e KDSK Sant-Ervlan, e rouedad levraouegoù "Terres Atlantiques" e bro Wened.