Abati Melk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abati Melk

Abati Melk pe Stift Melk (hervez an alamaneg) zo un abati beneadat eus Aostria hag unan eus brudetañ manatioù kristen ar bed. Emañ e-kichen kêr Melk, dreist ar stêr Danav en Aostria Izel.

Savet e voe an abati e 1089, pa roas Leopold III, Margrav Aostria, unan eus e gestell da venec’h veneadiz eus Abati Lambach. Ur skol a voe savet eno en XIIvet kantved ha brudet-bras e teuas he levraoueg da vezañ, gant he dastumad dornskridoù eus ar Grennamzer.

Etre 1702 ha 1736 e voe savet ar savadur a weler bremañ. Kinklet eo iliz ha levraoueg an abati gant freskennoù kaer livet d’ar mare-se.

Dre ma oa brudet-bras abati Melk eo deuet a-benn da badout betek an deiz a hiziv hep gouzañv re diwar an trubuilhoù diwasket gant abatioù all en Aostria da vare Brezelioù Napoleon pe da vare an Anschluss (stagidigezh Aostria ouzh Alamagn da vare an Nazied).

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all