Frañsez Vallée

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


François Vallée, pe Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, pe Abherve hervez e anv drouiz e Gorsedd Breizh), bet ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Plounevez-Moedeg, a oa yezhadurour, geriadurour ha kelaouenner brezhonek. Ober a rae ivez gant al lesanv Trefedig, diwar anv e vamm (Trévédy).
Graet e veze Tad ar Brezhoneg anezhañ gant doujañs, pe Tata Vallée diwar fent.

[kemmañ] E vuhez

Ganet eo bet d'ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Lokmaria, ur gêriadenn eus Plounevez-Moedeg, e kanton Benac'h, e-lec'h ma oa e dad, Adolphe Vallée, e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren. 11 bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ. Brezhoneg a ouie mat e dad hag e dud-kozh, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad.

Un deiz, pa oa seizh pe eizh vloaz, e tiskoachas ur skouerenn eus ar Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor.
Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand, a skrive e-barzh Kroaz ar Vretoned. Goude-se ez eas da Skol Sant-Charlez da Sant-Brieg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh (24 bloaz e oa d'ar mare-se) dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh. Eno e kejas gant Joseph Loth, kelenner war ar yezhoù keltiek hag e teskas ar c'hembraeg gantañ.
. Klask a reas mont da gelenner ha reiñ a reas un nebeud kentelioù, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ a reas korn-bro Benac'h ha dastum a reas forzhik lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù ha bet eo bet an hini kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù (enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel).

Ren a reas ar sizhunieg vrezhonek Kroaz ar Vretoned e-lec'h ma skrive enni gant Erwan ar Moal (Dir-na-Dorr).

[kemmañ] Oberennoù Frañsez Vallée

[kemmañ] Levrlennadur

  • Taldir, Kentañ skol vrezhonek an aotrou Vallée, Ar Vro 39-40, Kerzu 1966, p. 52
  • Ernest ar Barzhig, François Vallée (Druide Ab-Hervé) - sa vie, son oeuvre, Cercle de Brocéliande, Roazhon, 1956
  • H. Corbes, La vie et l'oeuvre de François Vallée, grammairien et philogogue breton, Société d'Emulation des Côtes-d'Armor, 1959
Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all