Sketla Segobrani

Eus Wikipedia
An oberenn embannet e 1923. Chomet eo divrud e-touez ar bobl.

Troioù-kaer Sketla Segobrani ez eus anezho teir levrenn embannet e 1923, 1924 ha 1925, hag a gont danevell ar c'hadour kelt Segobranos en doa graet un droiad vras dre Europa hag ar bed en amzerioù koshañ.
Gant an arzour breizhat James Bouillé e voent skeudennaouet. Gant "Ti René Prud'homme (Mouler an Eskopti)" e voent embannet ha moullet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz).

Meven Mordiern, Frañsez Vallée hag Emil Ernod, lesanvet "Tadoù ar yezh vodern", eo aozerion Sketla Segobrani. Ar reizhskrivadur anvet KLT, a oa bet diazezet e 1907, a voe arveret ganto. Patrom ar brezhoneg unvan-se, yezh unvan evit ar wech kentañ abaoe pell en istor ar yezh, a oa bet un darvoud pouezus en XXvet kantved pa gasas da c'houde d'ar reizhskrivadur "peurunvan", (KLTG), a arveromp-ni hiziv an deiz.
Unan eus palioù Ar Sketla e oa kelennadurezh ar brezhoneg d'ar Vretoned c'halleger a vije bet dedennet-bras gant danvez un istor ken meur, ha strewiñ e pennoù ar vrezhonegerion ur yezh kreñv, uhel hag unvanet. Evel ma veze kavet en XIXvet kantved ur skouerenn eus Buhez ar Sent e pep ti eus Breizh Izel, mennout a rae an tri oberour e vije kavet hiviziken unan eus o skouerenn e pep ti a Vreizh.

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bremañ e vefe lakaet Sketla Segobrani da zanevell skiant-faltazi. Hag unan ez eo, mesk-ha-mesk gant darvoudoù europat kozh, gwir pe wiroc'h, anavezet pe anavezetoc'h. Kontet eo da skouer, dre vunudoù resis a-walc'h, doareoù bevañ an Hengelted, pa oa arbennigourion war ar Geltiegezh hag ar "Gelted kozh" eus an tri skrivagner ; meneget eo ivez anvioù keltiek kozh an tiriadoù, ar stêrioù ha lod pobloù eus an Henamzer.

Pemp kevrenn vras a ya da sevel an danevell, aozet e pennadoù en o diabarzh. Pep kevrenn zo lakaet e gwarez un doue kelt : Dis Atir, Teutatis, Lugus, Taranis hag Esus. Kemenn a reer d'al lennerien e rankont diwall diouzh ar pajennoù a zeu da heul rak sakr int ha pouezus-ret evit buhez ar pobladoù kelt a-vremañ, en o zouez ar Vretoned.

Displegañ a reer el levrenn gentañ penaos e voe krouet ar bed gant an doueed ha penaos e voe poblet goude gant an dud. A-hed an danevell e vo lennet buhez ar pobloù a-gent hag ar stourmadoù a renjont.

E-traoñ hogos pep pajenn e kaver notennoù hag a gas da zaveoù evit resisaat elfennoù yezhel peurgetket, hag a-wechoù evit prouiñ e c'hellfe bezañ gwir an darvoud-mañ-darvoud a c'hoarvez en istor. Un dro eus ar bed a vo graet gant unan eus ar penndudennoù, "Vindosetlos mab Kintus", met ar peb all eus an istor a c'hoarvez war zouaroù Europa.

Ur gealiadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennet eo bet stank an oberenn-se gant tud desket war ar brezhoneg an eil Emsav, tud hag a ouie lenn ha kompren ar brezhoneg unvan-se, leuniet a nevezc'herioù, hag ar memes re hag a oa dedennet gant an danvez. Ul levezon gealiadurezhel he deus bet warno, hep mar, ul levezon hag a oa, n'eus forzh penaos, o tont eus ur memes luskad europat er mare-se. Abalamour da gement-se ha d'ur yezh marteze re lennegel hag a vez mouzhet gant ar vrezhonegerion alies eo bet ankounac'haet an oberenn goude 1945.

Unan all eus palioù Ar Sketla eo e vefe taolennet d'al lenner, dre droioù-kaer an danevell, un doare-bevañ hag un doare-soñjal. Kinnig a ra sevenadurezh an Hengelted (Meven Mordiern en devoa skrivet ivez "Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh") evit aweniñ ur sevenadurezh vrezhon da zont a zo da vezañ savet c'hoazh. Pennaennoù ur vuhez kevredigezhel ha diazez ur vuhez vroadel evit ar vroad vrezhon nevez. Soñj an oberourion a oa honnezh : pep broad dishual hag emveliek zo diazezet war un uhelvennad da vezañ tizhet. An uhelvennad-se zo un eñvor kozh eus ar bobl, ha neuze ar vroad, en he stad kentidik. Evel ma 'z eo savet mojenn vroadel Sveden war sagaoù ar Vikinged, pe mojenn vroadel Bro-C'hall war istorioù ar C'halianed.

E-se e c'haller lavaret ez eo Sketla Segobrani un oberenn vroadelour dre ma 'z eo ar pal klasket.

Hiziv an deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet eo bet ar Sketla er bloaz 2019 gant an ti-embann Ar Gouloù Gwenn, goude bezañ bet lakaet hervez ar reizhskrivadur peurunvan. Eus an embannadenn nevez-se e c'heller prenañ skouerennoù dre internet. A-du-rall, kavout a c'haller skouerennoù eus an embannadenn gozh e levraouegoù mat Breizh, er re anezho ma vez levrioù brezhonek, pe c'hoazh e kaver skouerennoù kozh da werzhañ war Internet. Atav, en ur arverañ ur yezh uhel hag o c'houzout ar pouez he deus bet an oberenn en istor bihan hol lennegezh, ez eo ul levr da vezañ lennet a-dra-sur gant an holl re a-vremañ a fellfe dezho komz hag eskemm a-zivout al lennegezh vrezhonek.