Kalevala

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Triptik Aino (1921) a ziskouez pezhioù kentañ ar C'halevala.

Kalevala (ar pezh a dalvez "Bro Kaleva") a zo ur meurgan finnek dastumet an danvez anezhañ gant Elias Lönnrot e-touez ar bobl e Finland ha Karelia en XIXvet kantved. Lakaet eo da veurgan broadel Finland, hag ar pezh pennañ eus lennegezh ar vro. Ur perzh bras en deus bet en emskiant vroadel an dud, a zegasas an dizalc'hiezh diouzh Rusia e 1917. E 1839 e oa bet embannet an doare kentañ. Un eil doare, an hini a gaver bremañ, a oa bet embannet e 1849 gant 22 795 gwerzenn, rannet e 50 kan. Danvez an oberenn a zo diazezet war mitologiezh ha folklor pobl ar Finned.

Keñveriet eo bet gant Barzaz Breiz[1], abalamour d'al levezon o deus bet an daou levr war ar vrogarouriezh e Breizh hag e Finland. Hogen bras a-walc'h eo an disheñvelderioù: n'eus nemet finneg e levr Kalevala, ha diazezet eo war henvojennoù.

Levrlennadurezh vrezhonek[kemmañ]

  • “Kalevala, Kan XXXVII”, troid. gant Jakez Konan, Al Liamm, niv.229, 1985, p.112.
  • J.L. Perret (troid. Olier ar Mogn), “Kalevala Lönnrot”, Al Liamm, niv.229, 1985, p.100.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Kalevala et Barzaz-Breiz : performances écrites et folklore international, Gaela Keryell, Cahiers de Littérature Orale, 2004 N° 56, pp. 149-174