Kefeüs
Kefeüs (Κηφεύς e henc'hresianeg; Cepheus e latin) a oa roue Etiopia, ur rouanntelezh fenikian (netra da welout gant Etiopia a vremañ). Peurvuiañ e vez lakaet da vab Belos hag Anc'hinoe, ha neuze breur da Egiptos ha Danaos.
Dimezet a oa da g-Kassiopeia e mojennoù Hellaz kozh. Ur verc'h o doa, Andromeda.
Mojenn e verc'h Andromeda [kemmañ]
Gwarizi a oa savet en Nereidezed, nimfezed ar mor, en abeg da Andromeda, rak ne baoueze ket he mamm da fougeal anezhi ha da lavarout ne oa ket koantoc'h egeti.
Goulenn a rejont digant Poseidon kastizañ ar vamm divergont-se, ha kaset e voe un euzhvil-mor da ober freuz ha reuz war aod ar vro. Ar paourkaezh roue ne ouie ket petra ober ken evit kaout an dizober eus ar wallenn-se, a c'houlennas digant beleien. Aliet e voe da aberzhiñ e verc'h evit habaskaat an euzhvil. Lakaat a reas he chadennañ ouzh ur roc'h war an aod. Met degouezhout a reas Perseüs war e varc'h askellek Pegasus. Gantañ e voe troet ar morvil e roc'h, o tiskouez dezhañ penn euzhus Meduza a oa o paouez lazhañ en ur vro all. Dichadenniñ a reas Andromeda, ha dimeziñ ganti, kement hag ober, gant aotre he zad chadenner.
Daou Gefeüs [kemmañ]
Daou Gefeüs a seblant bezañ.
- An hini kentañ, mab Belos, en deus ur wreg anvet Iope, a c'hallfe bezañ ur berradur eus Kassiopeia. Met marteze e vefe anv kêr Ioppa (pe Joppa, aet da Jaffa). Tad e oa Kefeüs d'ur mab anvet Agenor. Neuze e c'hallfe an eil bezañ mab-bihan dezhañ.
- An eil Kefeüs, mab da Agenor, ha breur da Fineüs, an hini a vije gwaz Kassiopeia ha tad Andromeda neuze.