Pegasos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pegasos er Menez Parnas, livet gant Andrea Mantegna.
Bellerofon war e varc'h Pegasos, pelike attek dremmoù ruz gant Livour Barclay, v. 440 kent JK , Louvre.
Pegasos (en dorn kleiz) hag Atena tokarnet (en dorn dehou), stater eus Corinthe, v. 345-307 kent JK.


Pegasos (Πήγασος / Pếgasos e gregach, Pegasus e latin) a oa ur marc'h askellek e mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn[kemmañ]

Ganet e voe Pegasos pa voe troc'het penn Medousa gant an haroz Perseüs, hervez a lenner e Teogonia Hesiodos. Diflukañ a reas, a-gevret gant C'hrisaor, eus gwad ar c'horgon Medousa, ma veze anvet ivez Medusæus, evel e Metamorfozoù Ovidius.

Hervez mojennoù all e oant mibien da Boseidon, a oa tad un toullad euzhviled all.

Goude ganet e kuitaas Pegasos

Atena a dapas hag a zoñvaas Pegasus, hag a gasas al loen d'ar Menez Parnas d'ar Muzezed. Diwar-se e voe marc'h ar Muzezed, ha prest da sikour ar varzhed.


Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.