Kadmos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kadmos o hadañ dent an aerouant , livet gant Maxfield Parrish, 1908

Kadmos (Κάδμος e gresianeg) a oa roue Tebez, dimezet gant an doueez Harmonia. Ganti en deus bet meur a vugel, en o zouez Semele, Ino hag Agave.



Mojenn diazezaden Tebez[kemmañ]

Kadmos, mab Agenor, roue Sidon, en dije diazezet keoded Tebez gant e gompagnuned. Kaset e oa bet ar paotr yaouank gant e dad da gerc'hat e c'hoar Europa, bet skrapet gant an doue Zeus, a oa deuet dindan neuz un tarv. Goude treuziñ meur a vro setu eñ erru e Delfi. Eno e roas urzh ar Pitia da baouez gant e glask ha da heuliañ ur vuoc'h, ur c'hresk loar ganti ouzh he c'hostez, a zegouezhfe gantañ hag a gasfe anezhañ betek al lec'h ma ranke sevel ur geoded nevez. Roet e oa ar vuoc'h da Gadmos gant Pelagon, roue Fokis, hag e kasas anezhañ betek Boeotia.

Kadmos en doa kavet al lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar geoded nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour evit lidañ un aberzh da Atena met lazhet e voent gant un aerouant dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha kadmos ha lazhañ an euzhvil. War ali Atena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwan a reas tud diouzh al leur, gwisket ganto o harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar Sparted "aotokton". Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded. Ares a oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Tebez. Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg Harmonia, merc'h Ares hag Afrodite, gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h. Dont a reas Kadmos da vezañ kentañ roue ar geoded.