Medousa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Penn Medousa, gant Peter Paul Rubens.

Medousa, pe Medusa, (Μέδουσα Médousa e henc'hresianeg diwar μέδω médô, « reiñ urzhioù, ren »), anvet ivez Gorgo, a oa unan eus ar Gorgoned e mitologiezh Henc'hres. An hini nemeti e oa e oa tu da lazhañ. Un euzhvil ktonek, merc'h da Forkos ha Keto[1] e oa. Ar skrivagner Hyginus, (Fabulae, 151) a laka ur remzi ouzhpenn hag a ro da Vedousa tud ktonek all[2]. Sellet war-eeun ouzh he daoulagad a dro ar sellerien e maen. Dibennet e oa erziwezh gant Perseüs, a implijas e benn evel arm da c'houde[3] a-raok er reiñ d'an doueez Atena a lakaas anezhañ war he skoed. En Henamzer klasel e veze implijet skeudenn penn Medousa e skeudennoù da argas an dichañs anvet Gorgoneion.

Mojenn Medousa[kemmañ]

Taolennet e veze ar Gorgoned evel merc'hed yaouank, alies gant eskell ha dent hir, ha naeron bev e-lec'h blev. Hervez Ovidius (Metamorfozoù), ne oa an hevelep blev nemet gant Medousa. Poz dezhañ, Poseidon, dedennet gant liv alaouret blev ar c'horgon-se, en doa c'hoariet ar bouteg ganti e templ Athena hag houmañ he doa roet an neuz-se d'ar plac'h abalamour d'he c'hastizañ rak an taol disakr.

Goulenn a reas Polidektes gant Perseüs dibennañ anezhi. Perseüs a implijas diabarzh e skoed evel melezour kuit da vezañ troet e maen gant daoulagad Medousa, hag armet gant ur c'hleze profet gant Hermes, a droc'has penn an euzhvil. Eus ar gwad a strinkas eus he gouzoug e tiflukas C'hrisaor ha Pegasos, engehentet o-daou gant Poseidon. Perseüs a brofas penn ar C'horgon, ar "Gorgoneion" (Γοργόνειον}} Gorgóneion) da Atena[4]. Kinklañ a reas he skoed, an aigis, gantañ ha mirout a reas e c'halloud spontus.

Hervez stummoù zo eus ar vojenn, gwad tennet diouzh koztez dehoù ur c'horgon a c'halle lakaat unan da sevel a varv da vev, e-skoaz an hini tennet diouzh he c'hostez kleiz a oa un ampoezon marvus ha prim ken-ken. Lavaret e vez ivez e resevas Herakles une boucle eus blev Medousa (dezhi ar memes perzhioù hag he fenn) digant Athena ha ma roas anezhi da Sterope, merc'h ar roue kefeüs, da wareziñ Tegea a-enep an argadegoù.

Paosanias ar beajour[5] a zanevvell ur stumm evemerat eus ar vojenn. Hervezañ e oa Medousa ur rouanez a oa pignet war an tron goude marv he zad hag a rene he sujidi e-kichenn al lenn Triton, e Henlibia. Lazhet e vije bet e-doug an noz e-pad ur brezel a-enep Perseüs, ur priñs eus Peloponnesos.

Ikonografiezh[kemmañ]

Perseüs a dro ebenn da lazhañ Medousa, pitos e giz ar Reter gant bosoù, war-dro 660 kent J.-K., Mirdi al Louvre

Kavet eo bet ar c'hentañ skeudennoù eus mojenn Medousa war daou b-pithoi eus Beotia (Louvre CA 795 ha CA 937) ha war un añforenn c'houzougek rakattikek (mirdi Eleusis), savet o zri en eil kart ar VIIvet kantved kent J.-K.[6]. War ar re gentañ ez eo taolennet Medousa evel un den-marc'h parez, war-nes bezañ dibennet gant Perseüs a dro e benn kuit da vezañ troet e maen. War añforenn Eleusis emañ Medousa en he gourvez, dibennet e-mesk ar bokedoù ; he c'hoarezed, dezhe stumm tud gant pennoù euzhviled, a fell dezhe lammat gant an haroz, met harzet int gant Atena.

E diwezh ar VIIvet kantved e cheñch skeudenn maskl Medousa (pe gorgoneion) livet gant liverien Korintos, dindan levezon ar pennoù leon apotropaek (talvezout a reont da viret ouzh ur gwall blanedenn da skeiñ o ferc'henn)[7] : un dremm ront he deus, dezhi pikoloù daoulagad dispourbellet, ur fri togn hag ur barv ; tennañ ha ra alies he zeod. Ar skouer vrudetañ zo un asiedenn eus Attika savet gant Lidos ha miret er Staatliche Antikensammlungen e Munich (Inv. 8760). Taolennet e vez alies ar gorgoneion war ar skoedoù el livadennoù a weler war prierezh Attika. Er penn kentañ e c'halle kinklañ skoed forzh peseurt brezelour. Adalek kreiz ar Vvet kantved kent J.-K. e vez kavet aliesoc'h war podoù-pri hag an delwennoù evel kinkladur Aegis Atena. Ouzhpenn-se e koll penn Medousa he neuz spouronus. Diwar neuze ez eo penn ur dekenn yaouank. Ne chom eus an euzhvil nemet an naeron en he fennad blev.

E-touez an taolennadurioù nevesañ emañ hini ar skoed livet gant Caravaggio, miret e Mirdi an Ofisoù, peotramant delwenn Bernin miret e mirdi ar c'hapitol.


Pennadoù kar[kemmañ]

Medusa (Caravaggio)

Notennoù[kemmañ]

  1. Hervez Hesiodos en Teogonia, p 270, hag hervez ar Pseudo-Apollodoros, Biblioteke, 1.10.
  2. Hervezañ e vefe merc'h d'ar ramz Tifon ha da Ec'hidna pe da C'horgon ha Neptunus ... "
  3. Bullfinch, Thomas. Bulfinch Mythology - Age of Fable - Stories of Gods & Heroes. Kavet d'an 2007-09-07. “...Hag en ur dreiñ e benn e savas penn Medousa gant e zorn. Atlas, hag holl e dud, a oa troet e maen.”
  4. Biblioteke, II, 4, 2-3
  5. Deskrivadur Bro-C'hres(II, 21, 5).
  6. Gantz op. cit., p. 304 ; Patrom:CarMyt, p. 104.
  7. Carpenter, op. cit., p. 105.