Tud-kezeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un den-marc'h o stourm ouzh ul lapit (diwar ar Partenon)
Peleüs o skrapañ Thetis, etre an den-marc'h C'hiron hag un Nereidenn. Tu B un añforenn atek gant livadurioù du, war-dro 510 kent J.-K.. Teuler evezh ouzh neuz C'hiron en deus korf un den ha talier ur marc'h

E mitologiezh Henc'hres, an dud-kezeg, Κένταυροι kentauroi en henc'hresianeg, a oa hanter tud, hanter kezeg. El livadennoù kozh a weler war listri savet e bro Aten pe e Beotia, e vezent deskrivet gant talier ur marc'h stag ouzh korf un den (sellet ouzh an eil skeudenn). Diwezhatoc'h avat e vezent taolennet gant penn ha brusk un den staget adalek an dargreiz ouzh an draen-marc'h, e lec'h ma tlefe gouzoug al loen-kezeg bezañ.

Peurliesañ e lavared e oant bugale da Iksion, o zad, ha da Nefele, o mamm. Hervez mojennoù all e oant bugale da Gentauros hag a oa en em baret gant kezekenned eus Magnesia. Mab e oa Kentauros-se da Iksion ha nefele (ar pezh a lakae ur rummad ouzhpenn) pe eus Apollon ha Stilbe, merc'h an doue stêr Peneios. E Stummoù diwezhat eus ar vojenn e oa breur gevell Lapitus, hendad al Lapited, ar pezh a rae kendirvi eus an div bobl. A-hervez e oant o chom e Magnesia hag er Menez Pelion e Tessalia, e koad derv Foloi en Elis, hag e ledenez ar c'hab Malea e su Lakonia.

Anv a veze graet eus an dud-kezeg c'hoazh e stummoù lennegel ar vitologiezh roman. Stlejet eo karr Kustentin Veur hag e diegezh gant daou zen-marc'h e kameenn vras Kustantin (war-dro 314-16)[1].


O anv[kemmañ]

Pallas hag an den-marc'h, livet gant Sandro Boticelli.

Κένταυροι, Kéntauroi a veze graet outo e gregach. Dont a ra an anv eus daou c'her henc'hresianeg :

  • κεντειν kentein, « flemmañ »,
  • ταυρος tauros, « tarv».

En Ilias koulskoude e ra Homeros gant ar ger φηρ phêr, « loen » (I, 268 ha II, 743) da envel enebourien Piritoos, annezidi ouez menezioù Tessalia. N'eus nemet eus C'hiron e vez graet an anv "kentauros": « ar reishañ eus an dud-kezeg »[2].

Mojennoù[kemmañ]

Atalante[kemmañ]

Atalante a zegouezhas un deiz gant daou zen-marc'h, Hilaios ha Roikos. Hag int ha klask sailhat war ar werc'hez, met lazhet e voent ganti a-daolioù saezhioù. Hervez Mojennoù all e oant lazhet gant he fried Meleagros.

Emgann ouzh al Lapited[kemmañ]

Lapit o stourm ouzh un den-marc'h, metope sud 30 du Partenon, war-dro 447 kent JK- 433 kent JK British Museum

Al Lapited e oa amezeion tud-kezeg Menez Pelion, ha kerent e oant dezho dre Iksion. Pedet e voent da eured o roue Pirithoos hant Hippodamia (evel Teseüs), met treiñ fall a reas ar friko: meur a zen-marc'h (hag Eurytion en o zouez), a glaskas gwallañ ar plac'h-nevez Hippodamia ha Lapitezed arall. Kann a savas, ha lazhet e voe kalz a dud-kezeg. Ar re all a voe argaset eus ar Menez Pelion, ha repu a gavjont er Menez Foloi.

Anvioù tud-kezeg[kemmañ]

Sed anvioù an dud-kezeg meneget e Metamorfozoù Ovidius[3] hervez an urzh ma'z int meneget gant an oberour :

Euritus, Ofion, Amikus, Pelates, Grine, Rhoetus, Orneus, Likabas, Medon, Pisenor, Thaumas, Mermeros, Folus, Melaneos, Abas, Astilos, Nessus, Eurinomus, Likidas, Areos, Imbreus, Krene, Afidas, Petreus, Likus, C'hromis, Diktis, Helops, Afare, Bienor, Nedimnus, Likopes, Hippason pe Hippasos, Rife (Rhiphée), Tere (Thérée), Demoleon, Phlegreos, Hiles, Ifinoüs, Klanis, Dorilas, Killaros, Hilonome, Faeokomes, C'hthonius, Teleboüs (pe Teleboas), Piraetus, Ec'heklus, Erigdupus, Kimelus, Hodites, Stifelus, Bromus, Antimac'hos, Elimus, Piraktes, Latre, Monic'hus.

An emgann ouzh Herakles[kemmañ]

P'edo Herakles o hemolc'hiñ hoc'h-gouez Erimant e voe roet bod dezhañ gant Folos. Un deiz e c'hoantaas evañ gwin. Ha Folos da gontañ ne grede ket digeriñ un amforennad pa oa boutin d'an holl dud-kezeg. Dre forzh pediñ hag aspediñ e teuas Herakles a-benn da lakaat anezhañ da blegañ. Met pa glevas an dud-kezeg c'hwezh ar gwin e krogjont da zirollañ, da lammat gant Herakles, a lazhas un toullad mat anezho hag a redas war-lerc'h ar re all.

Marv C'hiron[kemmañ]

Goude ma oant argaset eus ar Menez Pelion en doa graet C'hiron e annez er C'hab Malea. An dud-kezeg all, Herakles war o lerc'h, a zeuas da glas repu en e gichen. Eno e implijas an haroz e saezhoù binimet ha a dennas unan dre fazi ouzh C'hiron, e ward. Hemañ, diwaskañ a rae poan met na c'halle ket mervel abalamour ma oa divarvel, a oa lezet da vervel e-lec'h Prometheüs gant Zeus. Mont a reas an nebeud tud-kezeg da repuiñ amañ hag ahont er Peloponnesos pe e-kichen Eleusis, gant skoazell Poseidon a guzhas lod anezhe.

Parezed an dud-kezeg[kemmañ]

Div barez a bep tu da Venus (Mozaikenn eus Tunizia roman , eil kantved goude J.-K.)

Daoust ma ne oa ket meneget parezed e-touez an dud-kezeg e lennegezh hag en arzoù Henc'hres e weler roud anezhe a-wezhioù, e diwezh an Henamzer. Ur vozaikenn vakedonian eus ar V kantved kent J.-K.[4] zo unan eus ar skouerioù kentañ en arz. Ovidius[5] a ra anv eus unan anvet Hilonome a en em zistrujas pa voe lazhet he fried Killarus er brezel a-enep al Lapited.

En deskrivadenn eus ul livadenn eus Naplez e oant taolennet gant ar prederour gresian Filostratos an Henañ evel c'hoarezed ha gwragez an dud-kezeg par a oa o vevañ war ar Menez Pelion gant o bugale.

E tresadenn-vev Disney Fantasia, e-pad ar Simfonienn bastorel, lod eus ar perzhidi zo tud-kereg parez.

Pennadoù kar[kemmañ]

Mammennoù[kemmañ]

Karantezioù an dud-kezeg, gant Rubens (munudig). Eoullivadur war goad, en Ensavadur Calouste Gulbenkian, e Lisbon, Portugal.

Notennoù[kemmañ]

  1. Kameenn vras Kustentin, e dastumad Peter Paul Rubens gwezhall ha bremañ er Geld en Bankmuseum, en Utrecht, zo taolennet, da skouer, e levr Paul Stephenson, Constantine, Roman Emperor, Christian Victor, 2010, fig. 53.
  2. Ilias XI, 832
  3. [1] [2]
  4. Mirdi arkeologiezh Pella
  5. Ovidius, Metamorfozoù 12. 210 ff., an anv Hilonome zo gresianek hag Ovidius en deus amprestet an istor digant ur skrivagner gresian koshoc'h marteze