Nefele

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nefele ( Νεφέλη / Nephélê e gregach, eus νέφος / néphos, « koumoulenn ») a oa ur goabrenn krouet gant Zeus. Krouet e voe hervez skeudenn Hera evit touellañ Iksion. Dimeziñ a reas-hi gant Atamas, ha daou c'hevell o doe, Helle ha Friksos.

Diwezhatoc'h e timezas Atamas gant ur briñsez anvet Ino. Kaset ar goabrenn da redek an oabl, ha ret dezhi kuitaat he bugale. Met bevañ a rae en anken o soñjal e vije lazhet Friksos gant Ino evit lakaat he mab da ren goude an tad.

Pa welas edo Ino o vont da lazhañ an daou vugel e c'houlennas Nefele skoazell digant an doueed. Hermes a gasas dezhi ar maout Krisomallos a nijas d'o saveteiñ.