Atalante

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Atalant ha Hippomen, gant Guido Reni


Atalante, gant Pasiteles, I kantved kent JK, Mirdioù ar Vatikan

Atalante, Atalanta, pe Atalant (Άταλάντη / Atalántê e gregach) zo un harozez a gaver e div vojenn gozh eus Hellaz, disheñvel o orin. Brudet e oa da vezañ ur chaseourez dreist ar re all, ha gwerc'hez e oa evel an doueez Artemis.

Mojenn Arkadia[kemmañ]

E mojenn Arkadia e oa merc'h da Iasos, roue Peloponnez, mab da Lycurgue, ha da g-Clymène (merc'h da v- Minyas). Iasos ne felle ketdezhañ kaout merc'h ebet, setu pa voe ganet e voe dilezet er c'hoadoù. Kavet e voe gant un arzhez ha maget gant he laezh er Menez Pélion. Kavet e voe gant chaseourien, ha savet ganto. Ganto e teskas chaseal, ken ne oa ket barrekoc'h egeti.

Hoc'h-gouez Kalidon[kemmañ]

Chaseadenn Meleager hag Atalante, hervez Rubens.

Un toullad bloavezhioù war-lerc'h e oa ul loen anvet hoc'h-gouez Kalidon oc'h ober freuz ha reuz er vro. Hag ar roue Oeneus da gas e vab Meleager da duta a-benn ar chase. Dibab a reas Atalanta, a oa deuet da vout ur plac'h kaer hag ur chaseourez a zoare. Hag in da chaseal al loen. Atalanta a roas an taol kentañ, met Meleager a lazhas anezhañ. Peogwir e voe komzet vil outi gant an daou chaseour Eurypylus hag Iphicles e voent lazhet ivez gant danvez he gwaz. Ha peogwir e oa droug e Toxeus ha Plexippus , e eontred, o welout ar priz roet d'ar gwellañ chaseour o vont gant ur vaouez, e lazhas anezho ivez.

Darvoudoù all[kemmañ]

Lazhañ a reas gant he saezhioù an daou zen-marc'h Hileos ha Roekos, a glaske he gwallañ. Evel Artemis e touas chom gwerc'hez. Koulskoude e timezas gant Meleager. Ar vaouez nemeti e oa gant Jason hag e Argonaoted

Mojenn Beotia[kemmañ]

E mojenn Beotia e oa merc'h da Schoenée, mab da Athamas. He zad a glaske he dimeziñ, hi ne fellas dezhi kemer da bried nemet ar gwaz a c'hallfe bezañ trec'h dezhi en ur redadeg: ar re drec'het a vije lazhet kerkent. Un nebeud tud yaouank a glaskas redek hag an holl anezho a voe lazhet.

Hippomen[kemmañ]

Un deiz e teuas Hippomen, a oa skoazellet gant Afrodite. Tri aval aour a roas an doueez dezhañ. E-pad ar redadeg, e laoskas anezho da gouezhañ. Hag ar plac'h ranell da chom a sav d'o dastum. Ha setu penaos e kollas hag e voe dimezet. Siwazh, goude se ez ejont da c'hoari daou e templ Demeter, ha honnezh a droas anezho e leoned staget ouzh karr an doueez.

A bep seurt[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]