Athamas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Athamas

Athamas ( Ἀθάμας/ Athámas e gregach) a oa roue Orc'homenos e Beotia. Mab e oa da Aiolos, mab da Hellen ha d'an nimfenn Orseis. Tri breur en doa: Sisif, Krete ha Salmone. Dimeziñ a reas gant Nefele, Ino, ha Temisto.

Mojennoù[kemmañ]

Digant Nefele en doe daou vugel Friksos ha Helle. Kas kuit a reas e wreg kentañ da zimezeiñ gant Ino, a vage kasoni ouzh an daou vugel, hag a glaskas o lazhañ, met dont a rejont a-benn da dec'hel war ur maout askellek e grewichenn aour.

Dionysos, mab kuzh Zeus, a voe fiziet ennañ hag en e wreg, e lakaas an daou bried da dreiñ foll. Hag Atamas a lazhas e vab Learc'hos, o soñjal e oaur c'harv. Hag Ino d'ober kemend-all gant o mab all.

Harluet e voe diouzh Beotia ha mont a eure da gaout orakl Delfi, hag alias anezhañ da chom e-lec'h ma vije pedet da zebriñ gant al loened gouez. Pan erruas e Tessalia e kavas bleidi o tebriñ un dañvad hag a dec'has pa dostaas. Kompren a reas e oa erru e penn e hent, hag eno e savas kêr Alos, hag e voe roue an trowardroioù a voe anvet Atamantia.