Iason

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Jason o tegas ar Maoutken aour da b-Pelias, lestr apulian gant dremmoù ruz diwar zorn Livour an Ifernioù, 340-330 kent JK, mirdi al Louvre
"Jason ha Medea", livet gant Gustave Moreau (1865), Mirdi Orsay, e Paris

Jason, pe Iason (Ἰάσων / Iásôn e gregach) a oa mab da Aeson, roue Iolkos (hiriv Volos) e Magnesia (e bro Tessalia). Kemeret e oa bet e gador-roue gant lezvreur e dad Aeson, anvet Pelias.

Jason a oa bet kaset da bell da vezañ skoliet gant an den-marc'h C'hiron. Un orakl en doa kontet da b-Pelias e vije lazhet gant ur gourvab bennak da Aiolos (mab da Hellen) a deuje d'e gaout gant ur votez hepken ouzh e droad. Dont a reas an diougan da wir pa zegouezhas Jason, deuet d'e vent, e Iolkos, da c'houlenn e hêrezh, e rouantelezh; kollet e oa bet gantañ ur votez en ur reiñ skoazell d'ur wrac'h (a oa an doueez Hera gwisket e truilhoù) da dreuziñ ur stêr. Pelias a brometas reiñ an tron dezhañ gant ma teuje en-dro gant ar maoutken aour, a oa e Kolchida, mil bell aleshont.

Neuze ez eas Jason war al lestr Argo gant un hanter-kant haroz all, an Argonaoted, da gerc'hat ar Maoutken aour.

Erru e Kolkida e skrapas ar Maoutken Aour, gant skoazell Medea, merc'h ar roue Éétès eno, un hudourez anezhi, hag a zimezas gantañ. Pa voe distro da d-Tesalia, e kavas e dad marv, lazhet gant Pelias. Dialet evoe Jason gant Medea, met Akast, mab da Belias, o c'hasas kuit. Hag int en harlu e Korintia. Eno, Jason a zilezas Medea, da zimeziñ gant Kreüsa, merc'h ar roue Kreon. Medea a gas an dorzh d'ar gêr gant lazhadeg Kreüsa hag he zud, hag ouzhpenn hini ar vugale he deus bet gant Jason, Feres ha Mermeros.
Ha Jason en em lazh goude.

[kemmañ] Liamm diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all