Iksion

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
José de Ribera, Iksion, 1632, mirdi ar Prado

Iksion (Ἰξίων / Ixiôn e gregach), a oa mab da Antion ha da Périmèle (pe da Leontos hervez Higin, pe da Flegias hervez tud all (scholie), a oa ul Lapit.

[kemmañ] Mojenn

Goulenn a eure Dia, merc'h da z-Déionée, da bried. D'an tad e promet madoù e leizh. Goude an eured avat ne zalc'h ket d'e c'her. Hag an tad-kaer da virout kezeg ar mab-kaer. Goulenn a ra Ixion neuze digant e dad-kaer dont da gerc'hat e brofoù e-unan. Pa erruas an den kozh e voe taolet en ur puñs leun a dan.

Neuze e sav kasoni outañ en holl zoueed. Zeus en deus un tamm truez outañ. Puraat a ra an den, e zegemer en Olimp. Hag Iksion klask fred gant Hera. Eben a ya da gontañ d'he gwaz. Ha Zeus da aozañ ur goabrenn, Nefele, hañval-bev ouzh Hera. Hag Iksion d'he briata. Taolet eo neuze gant Zeus en Tartar, ha staget gant Hermes ouzh ur rod tan a dro hep diwezh.

[kemmañ] Bugale

Eus Iksion ha Nefele e voe ganet an dud-kezeg, pe war-eeun, pe dre hanterouriezh Centauros, mab da Iksion a embaras gant kezeg Magnezia. Ur mab en doa bet ivez, Pirithoos, digant e wreg Dia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all