Caius Julius Hyginus

Eus Wikipedia

Caius Julius Hyginus (e 67 kent JK17) a oa ur skrivagner latin, genidik pe eus Spagn pe eus Alexandria (n'eo ket gwall spis er skridoù kozh) en amzer Caesar Augustus.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar e benn n'ouzer ket kalz a dra. Diskibl e oa da Cornelius Alexander Polyhistor, sklav e oa bet gant Julius Caesar, disklavet gant Caesar Augustus, ha lakaet da rener al levraoueg palatin abalamour ma oa yezhadurour, hervez a skriv Suetonius (De Grammaticis, 20)[1]. Mignon e oa da Ovidius, met rev a savas etrezo. Paour-razh e oa e fin e vuhez, ha sikouret e voe gant e vignon istour Clodius Licinus.

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar pezh a zo deuet betek ennomp e c'hallomp lavarout e skrivas a bep seurt: displegadennoù diwar-benn arroudoù eus oberennoù Vergilius, displegadennoù diwar-benn hendraoù broadel (De familiis Troianis, De origine situque urbium Italicarum), skridoù diwar-benn al labour-douar (De agricultura, De apibus).

Met div oberenn zo enne traoù a dalvoudegezh vras evit studi mojennoù Hellaz ha Roma gozh.

  • e Fabulae
  • e De Astronomia .

Fall int skrivet, ma kred da lod n'hall ket ar yezhadurour Caius Julius Hyginus bezañ o skrivet. En 1831 e voe embannet fablennoù all diembann hag a soñjer int bet skrivet gantañ.

Fablennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Fablennoù n'eus nemet ur roll eus an doueed hag harozed, gant 277 fablenn gwir, anezho diverradurioù eus an oberennoù klasel hellazat, evel Odysseia, dastumet en un nebeud pajennooù,

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • P.K. Marshall, Hyginus: Fabulae 1993; embannadur reizhet 2002.
  • Rose, H. I. Hygini Fabulae (1934) 1963. Ar skrid e latin.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Darn a gred n'eo ket Hyginus ar Fabulae an hini a voe dieubet gant Augustus; evel Edward Fitch, diwar-benn levr H. I. Rose, Hygini Fabulae en The American Journal of Philology 56,4 (1935), p 422.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]