Pindaros

Eus Wikipedia
Delwenn Pindaros, eilet diwar ur skrid orin eus ar Vvet kantved kent. J.-K., Mirdi broadel hendraouriezh Naplez

Pindaros (Πίνδαρος Píndaros en henc'hresianeg) a oa ur barzh hellazat, ganet e Kinokefalos, Beotia war-dro -518|518 kent JK, ha marvet en Argos e -438|438 kent JK. Brudet eo e delennganoù.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin ha yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeut a dra a anavezer diwar-benn e vuhez daoust d'ar c'hwec'h buhezskrid a oa savet war e zivout en Henamzer. Hervez an hengoun e oa ezel eus un tiegezh brientinien. Ganet e oa bet war-dro 518 e Kinokefalos, e Beotia. En arroudenn 193 e veneg « ar gouel pempbloaziek / ambrouget gant oc'hen ma voen evit ar wezh kentañ / lakaet em gourvez, ha moumounet em mailhurennoù ». An damveneg-se d'ar c'hoarioù pitek a ziskouez e oa ganet e miz Eost pe Gwengolo. En e Vvet Pitegenn e seblant disklêriañ e oa un ezel eus tiegezh an Egeided ha diskouezh a ra kalz hegarated evit an ensavadurioù dorek. Perc'henn e oa e diegezh war un ti e Tebai, ma reas Pindaros e annez da c'houde. Herodotos a ra anezhañ diskibl Lasos Ermione. En Aten e voe diskibl Agatokles. Kemer a reas perzh yaouank-kenañ er c'henstrivadegoù barzhoniezh ma oa kannet gant Korinna Tanagra. Houmañ a alias anezhañ neuze da « hadañ a-vozadoù, n'eo ket a-sac'hadoù ».

E respet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e oa e delenngan, an Xvet Pitegenn gantañ pa oa 20 vloaz. Lidañ a ra trec'h an Tessaliad Hippokleas er stadenn zoubl, ha tiegezh an atlet, an Aleuaded. Buan-kenañ e teuas da vezañ ur barzh brudet. E 490 e savas e VIvet Pitegenn en enor Ksenokrates, breur Teron, a zeuio da vezañ tirant Akragas. E 480 e oa aloubet Henc'hres gant ar Bersed. En em renkañ a ra Tebai diouz kostez an alouberien. Hep mar e heuilh Pindaros politikerezh e geoded rak Simonides Keos an hini eo a lid viktor Salamis.

Labouret en deus evit lezioù brientinion eus kornioù disheñvel eus Henc'hres evel hini an tirant Hieron Sirakuza, a oa savet ar c'hentañ Pitegenn en e enor, pe hini roue Kirene, a oa savet evitañ ar Pitegennoù III ha IV. War an dachenn-se e kevez gant ar barzh Bakkilides, ur stumm mistroc'h da skrivañ gant hemañ. Skrivañ a ra Pindaros gant ur sell hollhellenek. Sellet a ra da skouer ouzh ar Brezelioù medek evel ur gourdrouz evit Henc'hres a-bezh.

Oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo testennoù Pindaros betek ennomp dindan stumm papiruzoù eus an eil kantved kent J.-K. betek an eil kantved goude J.-K., en o mesk kalz tammoù peanoù ha meur a epinikion (henc'hresianeg ἐπίνικοι epinikoi). Dornskridoù eus an XIIvet hag eus an XIIIvet kantved hon eus ivez, ar re bouezusañ anezhe o vezañ an Ambrosianus C222, ar Vaticanus Græcus, al Laurentianus hag ar Parisinus Græcus. Dont a reont eus un dibab graet en IIIe kantved hag epinikionoù n'eus enne ken.

Pevar levr epinikionoù zo bet miret eta. Kanoù trec'h e oa a oa savet en enor da drec'herien ar pevar c'hoari hollhellenek, kanet da c'houde gant korioù dañserien war hent an trec'her. En e epinikionoù, e veul Pindaros talvoudegezh hiniennel an atlet kentoc'h evit taolioù sport dreist : e drec'h a ziskouez viktor ar brav hag ar mad war an distervez.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Philippe Brunet, « La Première Pythique de Pindare : mètre, strophe et traduction », Bulletin de l'association Guillaume Budé, Patrom:Numéro3 (1996), Les Belles Lettres, Paris, 1996.
  • (en) Richard Hamilton, Epinikion: General Form in the Odes of Pindar, De Gruyter, La Haye, 1974.
  • Jean Irigoin, Histoire du texte de Pindare, Klincksieck, Paris, 1952.
  • Suzanne Saïd, Monique Trédé et Alain Le Boulluec, Histoire de la littérature grecque, Paris, Presses universitaires de France, coll. « Quadrige », 1997
  • David C. Young, « Pindaric criticism », Pindaros und Bacchylides, Wissenschattliche Buchgesellschaft, Darmstadt, 1970.
  • Jacqueline Duchemin, Pindare poète et prophète, Les Belles Lettres, Paris, 1956.
  • William Mullen, Pindar and Dance, Princeton, 1982.
  • Pascale Hummel :
    • La Syntaxe de Pindare, Peeters, Paris-Louvain, 1993,
    • Philologica lyrica. La Poésie lyrique grecque au miroir de l’érudition philologique de l’Antiquité à la Renaissance, Peeters, Paris-Louvain, 1997,
    • L'Épithète pindarique. Étude historique et philologique, Peter Lang, Bern, 1999.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Pindaros.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.