Salamis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Porzh Paloukia
Skeudenn eus Enez-Salamis, gant ar strizh-mor a-zehou

Salamis (Σαλαμίς / Salamís e gregach) pe Salamina (Σαλαμίνα / Salamina) hervez ar gresianeg a vremañ, zo un enezenn eus Hellaz, Attika, e toull-dor pleg-mor Eleusis. 19 000 a zo enni, ha 95 km² he gorread. Heñvel eo anv ar pennlec'h ha hini an enez.

Mojenn[kemmañ]

Salamis a oa anv merc'h an doue-stêr Asopos, a zimezas d'an doue Poseidon. Brudet eo enez Salamis evel mammvro daou haroz eus brezel Troia, Aias Telamonios ha Teukros, mibien ar roue Telamon.

Istor[kemmañ]

E 480 kent JK e c'hoarvezas emgann Salamis er-maez d'an enez, etre morlu hellazat Eurybiade ha Thémistocle ha hini Persed Xerxes.

E 1823 eo eno e oa diazezet gouarnamant Hellaz, e-pad brezel dieubidigezh Hellaz.

Kartenn Salamis

Tud brudet Salamis[kemmañ]

Euripides

Liammoù diavaez[kemmañ]