Asopos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Diwallit! Arabat droukveskañ gant Aisopos.

Asopos (Ασωπός e gresianeg), pe Asopus, zo anv pemp stêr disheñvel e mojennoù Hellaz kozh, ha kemend-all a zoueed-stêrioù.

Ar stêrioù[kemmañ]

  1. ar stêr Asopus e Beotia, a ziskenne eus ar Menez Kiteron. Treuziñ a rae distig Plataea, hag aberiñ en Euripos, e mor Eubea, raktal da Eretria. War he lez e c'hoarvezas emgann Plataea. Ober a rae an harz etre Tebai ha Plataea. Hervez Pausanias ar Beajour (5.14.3) eo war lez an Asopus e kresk ar brasañ raoskl.
  2. an Asopos, a dremen e-kichen Phlius da gentañ, e-kichen Sikyon goude, hag a ya goude da aberiñ da b-pleg-mor Korintos. Hervez Pausanias [2.5.3] e lavare tud Phlius ha Sikyon ne oa eienenn ar stêr nemet un adc'hanidigezh eus ar stêr Maeander a red e Frigia ha Karia, hag a dremene dindan an douar, a zegouezhe er mor e Miletos hag a save en-dro e Peloponnez evel ar stêr Asopos.